Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Warhammer 40,000, a-wechoù berraet da « Warhammer 40K » pe « WH40K » a zo ur bed skiant-faltazi, embannet splann e-giz disherit ha feuls. Krouet gant Games Workshop e 1987. Hiziv an deiz, ar bed faltazi bet krouet da gentañ evit ar c'hoari plateiz Warhammer 40,000,a zo aet kalz pelloc'h eget-se, hag en em ledet en deus war kalz a dachennoù all, dreist-holl hini al levrioù hag ar c'hoarioù-urzhiataer.
Games Workshop a zo un embregerezh saoz hag a zo arbennikaet war an tudennigoù. Ijinet o deus meur a c'hoari-plateiz evel Blood bowl, Warhammer 40k, Warhammer Battle, Le Seigneur des Anneaux, BattleFleet Gothic ha kalz re all. Krouet oa bet an embregerzh-se e 1987.
Warhammer 40000, a vez lesanvet ivez Warhammer 40k ha berraet WH40k a-wechoù, a zo un dudi meur a du dezhañ: c'hoari, sevel, livañ. Ur c'hoari hir da brientiñ eo rak ret eo liammañ lodennoù ar soudardigoù gant peg kreñv pe peg evit ar plastik ha livañ anezho gant livaj a-ratozh a c'hell goloiñ ar plastik hag ar metal, an daou zanvez implijet gant Games-Workshop d'ober e soudarded hag e garbedoù. Amzer hag aked a zo ezhomm da livañ ar boulommigoù en abeg d'o ment, hag un hir a vare a dremen lod zo o sevel o arme hepken, hep c'hoari. Kenstrivadegoù livañ a vez aozet, ha plijadur a zo gant lod c'hoarierein oc'h ijinañ istorioù puilh evit o armeadoù. Kinkladurioù evit an daolenn ma vez c'hoariet warni a vez savet gant ar c'hoarierien ivez (savadurioù, dismantroù, hag all).
C'hoariet e vez war un daol kinklet, gant soudardigoù ha diñsoù. Pep c'hoarier a c'hoari d'e dro hag a c'hell ober un niver bihan a draoù gant pep soudard (strobet a skouadronoù peurliesañ). Meur a vare a zo e pep tro, fiñval, tennañ, tagañ a dost, hudouriezh. Ouzhpenn d'an tu strategel eo ret kaout chañs gant an diñsoù a-benn gounez.
Pep soudardig pe karbed a dalvez un niver a boentoù resis hervez ho galloud er reizh-c'hoari. Emañ darn vrasañ ar soudarded war-droad etre 5 hag 50 poent, ar re war loened pe war mekanikou bihan evel marc'hoù-tan etre 25 hag 100 poent hag gellout a ra ar c'harbedoù bras tizhout 250 poent. Gellout a reer ouzhpennañ arventennoù d'an disterañ unanenn peurliesañ, evit ur priz e poentoù. Seurt doare a servij da lakaat armeadoù disheñvel met kevatal ez-teorikel an eil re a-enep ar re all. Evit un emgann a vent normal e vez aliet kaout etre 1500 ha 2000 poent peurvuiañ evit pep c'hoarier. War lerc'h emañ ar pezh a vez graet kefredioù spierezh anezho war dro 500-750 poent e pep kamp, hag evit echuiñ emañ ar c'hefredioù diskuliadur hag a zo adalek 3000 poent betek 10000 pe c'hoazh 20000 poent, ar pezh hag a ra un arme bras-tre war un dachenn ! Gellout a ra ar c'hoarierien ijinañ reolennoù mar fell dezho, ha skoret int da se gant Games-Workshop o-unan.
Un daol e lec'h ma vez c'hoariet troiadoù eus 500 betek 3000 poent a ra 1 m 80 diwar 1 m 40 dre vras met tu a zo da vont betek 10 m diwar 7 m gant touriou a bep tu d'an dachenn evit ar c'hefredioù diskuliadur da skouer. An holl daolioù prenet digant Games Workshop a ra 1 m 80 diwar 1 m 40. Graet int e plastik kalet a zo ret livañ da c'houde hag lakaat traezh hag geot warno. Ijinet ez eus bet kalz kinkladurioù ganto evel gwez, mogerioù, geot, plant bras, savadurioù hag all.
Ur bed pinvidik-kenañ a zo bet savet gant Games-Workshop e doug ar bloavezhioù, dre al levrioù-reolennoù, romantoù, bannoù treset, tresadennoù, hag all. Degadoù a dud o deus kemeret perzh er bed-se, ha kenderc'hel a reont d'e vrasaat tamm ha tamm, daoust d'ar rizenn amzer bezañ harzet er bloavezh 40999.
Ur bed skiant-faltazi eo Warhammer 40k, hag ennañ ez eus eus ur bed kenstur d'ar gwirvoud, anvet ar Warp pe an Immaterium (enebet diouzh ar materium, hor gwirvoud deomp-ni). Eno emañ doueed an hollved ijinet gant Games-Workshop, ha drezañ e vez beajet buanoc'h eget ar gouloù. An bed-kenstur-se eo a ro o galloud d'an doare hudourien anveet psyker a vez kavet e darn vrasañ ar gouennoù. Dañjerus eo beajiñ dre ar warp en abeg m'eo poblet gant diaoulet ha boudoù ankivil. Gellout a reer beajiñ buanoc'h eget ar gouloù ennañ dre ma vez disheñvel red an amzer er Warp hag en diavaez, hep na c'hellfer e raktresiñ. Lod aet ennañ e-pad un devezh a c'hell dont er maez anezhañ 100 vloaz diwezhatoc'h, pe a-raok bezañ aet-kuit zoken. Psykerien a-ratozh a vez implijet da verdeiñ al listri a-dreuz an Immaterium. Hep ar Warp e vefe hir-tre ar beajoù, ha pa vez korventennoù-warp en ul lec'h e c'ehllont troc'hañ planedennoù pe koskoriadoù a-bezh diouzh peurrest ar stergoumoulenn.
Er Warp emañ galloudoù ar Rouestl, ar pal ganto distruj ar gwirvoud. Galloudoù bras-eston a zo ganto hogen diaes eo dezho tremen eus ar Warp d'ar gwirvoud. Dre ar Rouestl e vez tapet galloud gant lod zo, hag un dañjer eo evit kement psyker. Pevar Doue bras a zo d'ar rouestl, hag ur bern diaouled a bep-seurt. Ur galloud lovrus eo evit kement hini a dosta dioutañ.
Ar brasañ Impalaeriezh bet biskoazh en hor stergoumoulenn eo Impalaeriezh Mab-Den (lesanvet an Imperium), savet dre aloubadegoù diwar an Douar, advadeziet Terra. Ur milion a vedoù a vefe ennañ d'an nebeutañ, strewet a-dreuz Hent Sant-Jakez, holl urzhiet gant an hevelep galloudoù. Ur gevredigezh strizh-tre, brezelgar, relijiel, gouennelour ha faskour eo hini an Imperium. Krouet e oa bet er bloavezhioù 30000 gant an Impalaer, ur boud dreistdenel troet da zoue evit an Impalaeriezh, lesanvet Impalaer-Doue Mab-Den, ha barc'het war e Dron-Aour abaoe ma oa bet gloazet-mik goude ur brezel-diabarzh er bloavezhioù 30000, un nebeud kantvedoù goude krouidigezh an Impalaeriezh. Savet eo an Imperium war batrom an Impalaeriezh Roman, ha kalz anvioù latin pe beuzlatin a vez implijet gant Games-Workshop.
E bed Warhammer 40000 ez eus eus doueed emskiant, o vevañ er Warp peurvuiañ, a zo galloudus dre an niver a dud a gred enno hag o azeul ha dre ar santadoù kreñvañ (c'hoant, kaz, spi, hag all) bevet gant boudoù an hollved. Ar pevar doue galloudusañ a zo re ar Rouestl, Khorne, doue ar feulster, ar marv, an enor hag ar brezel; Nurgle, doue ar c'hleñvedoù, an diesper, ar spi; Tzeentch, doue an hudouriezh, an itrikañ; ha Slaanesh, hini ar rev, ar blijadur, ar c'hoantoù. Deuet eo an Impalaer da vezañ un Doue ivez, dre ma vez azeulet e Impalaeriezh Mab-Den a-bezh.
Ar Space Marines a zo dreistkadourien an Impalaeriezh, dreist-tud krouet dre gemmoù genetikel gant an Impaler en orin. Dibabet e vez bugale yaouank da zont da vezañ Space Marined evit o donezonoù-brezel peurvuiañ, ha gourdonet betek bezañ prest da resevout ar c'hemmoù genetikel hag organoù ouzhpenn da wellaat o ferzhioù-brezel. En orin e oa 20 lejion a 10000 Space Marine, hogen goude ar brezel-diabarzh e troas an hanter a-enep an Impalaer. Er bloavezhioù 40000 e vezont rannet dre Chabistroù 1000 space marine hepken kuit da reiñ re a c'halloud d'ar re a zo en o fenn. Savet int diwar batrom menec'h-brezelour, ha taolennet eo o buhez evel unan strizh etre gourdoniñ, pediñ hag en em ganañ. Un houarnwisk divent a zo ganto er brezel, hag en em gannañ a reont gant klezeioù ha bouc'hilli koulz ha gant pistolenoù hag armoù skiant-faltazi evel pistolennoù ha fuzuilhoù plasma. Kavailh brudetañ Warhammer 40000 int, ha diouto e vez gwerzet ar muiañ a voulommigoù gant Games-Workshop.
Gward an Impalaeriezh a zo aozadur milourel pennañ an Imperium, gant m'emañ o gwarez treuzvev ar spesad den. Boda a ra kantadou a miliard dud, eus milionoù a blanedenn disheñvel. Bez he deus tankoù pouner, kanollioù galloudus, mekanikoù brezel brasoc'h eget tier, mes en diazez a ra dreist-holl war he soudardet, gwir pourvez kig da zraliañ.
Bezet ar Gward war tost holl planedennoù an Imperium, hag war un nebeud-re n'eo kat dezhañ.
Kas a ra da benn gwir kroaziadegoù, kemennet gant tud a afer, eus an iliz pe pennoù an arme a-benn dieubiñ koskoriadoù heol. Evit-se e vod kantadoù a villiadoù soudarded a orin eus degadoù planedennoù disheñvel, mes ne lak morse tud a orinoù disheñvel er memes bagad(estreget un nebeud re evit adstummadurioù, mes ne vez ket gwelet se 'met el levrioù embannet diwar benn ar warded). A-benn derc'hel an urzh e-touez ar warded ez eo bet lakaet e plas buan ur renk distag eus an arme, mes gant galloudoù, ar gomiserien. Ar re mañ a vez kavet bremmañ e tost holl vagadoù ar gward.
Ar Gward a zo brudet evit he zankoù hag he c'hanolioù. Ezhomm zo eus dek Basilisks hepken (kanolioù pounner) da zistruj ur geriadenn a vent etre en un nebeud eurvezhiou. Al Leman Russ a zo tankou galloudus ha liestalvoudegezh dezho, akipet gant armoù da dennañ a-bell. Un eilstumm eus an tank-mañ, anvet Distrujer (akipet gant ur c'hanol distrujer hag ul laonenn tourter) a denn a dostoc'h mes gant ur galloud distruj liessaet a galz e-geñver an hini boaz. Lestr bagad ar gward eo ar "Chimère", gellout a ra kemer 12 gward ganti. Un eilstumm, an Hellhound, na gemer ket soudardet mes kibennou prométhium hag a garg ul leder tan pounner. Ar gerzer impalaerel (daoudroad brezel) a zo ar "Sentinelle", servijout a ra da anavout an dachenn a-drugarez d'e dizh, mes e houarnaj gwan a zifenn outañ mont a enep tankou. Un eilstumm, houarnet hounnezh, a zo akipet eus un otokanol, hag e c'hell neuze bezañ dañjerus evit an tankou. Holl an traou mañ a zo produet e kreizennou an Adeptus Mechanicus war ar blanedenn Meurzh, hag war un nebeud planedennoù govel all, hag a zo goloet penn-da-benn gant kreizennou an industriezh..
Breudeur Space Marined an Impalaeriezh int, troet da c'halloudoù ar Rouestl e-kerzh ar brezel diabarzh (pe diwezhatoc'h, dre lovr ar Rouestl). Kar-tre int da re an Impalaeriezh, estreget o galloudoù tapet digant Doueed ar Raouestl er Warp. Diskar Impalaeriezh Mab-den eo o fal, ha kasoni o deus evit an Impalaer, a lesanvont an Doue-Kelan abalamour ma'z eo hogos marv war e Dron-Aour, ha dalc'het bev dre mekanikerezh an Tron hepken. 13 kroaziadeg o deus graet a-benn klask distruj an Imperium, en aner betek-hen.
Gant pep hini eus doueed ar Rouestl ez eus euzhviled ha diaouled a c'hellont kas da dagañ ar gwirvoud. Lod anezho a vez o sikour Space Marined ar Rouestl, hogen o-unan e ya ar re c'halloudusañ anezho. Peurliesañ ne vez ket diaouled meur a zoue oc'h en em gannañ a-gevred, hag enebet-krenn eo lod doueed zoken.
An impalaeriezh-mañ a zo hini ur ouenn yaouank-tre tro-dro 2000 vloaz met lañs gant o teknologiezh war hini Impalaeriezh Mab-Den e tachennoù-zo. Ur c'hroc'hen glas-sklaer o deus hag bihan a-walc'h int tro-dro 1 m 60 evit ar re vrasañ. E lec'h an treid o deus karnioù bras a-walc'h. Bevañ a reont war-dro 50 vloaz. Ur brezel bras a oa etrezo met unvanet e voent gant un Etheread, unan eus pennoù o luskad politikel bremañ. Rannet eo o c'hevredigezh e kastaoù strizh (kastad an Douar, an Aer, an Tan, an Dour), ha degemer a reont en o Impalaeriezh forzh pe gouenn (er c'hontrol da hini Mab-Den), keit ha ma vezont prest da blegañ ouzh reolenn ar 'Mad Brasañ', o ideologiezh. Unan eus ar gouennoù di-bsyker nemeto int, ha dre-se n'hellont ket tennañ spled eus ar Warp.
Unan eus ar c'hoshañ pobladoù eo, ha diouto e oa miliadoù a vloavezhioù a-raok Mab-Den. Un Impalaeriezh o doa bet ledet war ar stergoumoulenn a-bezh, hogen d'an traoñ ez eas goude ma vefe troet o c'hevredigezh da azeulerien ar plijadurioù ha ma voe ganet ganto pevare doue ar Rouestl, Slaanesh, a zebras o ene. An nebeud a oa chomet hep reiñ penn d'an hudurnezh a oa aet kuit e-bourzh listri divent, anveet listri-bed. Ur soñj dister o deus eus ar gouennoù all dre ma vevont kalz pelloc'h egeto ha m'eo kalz diorroetoc'h o zeknologiezh peurliesañ. Enebourien daer ar Rouestl int peurvuiañ, ha rest in da aberzhiñ gouennoù pe planedennoù a-bezh d'e herzel. Psykerien a live uhel a zo anezho peurvuiañ ivez, hogen ur ouenn war ziskar int, abalamour d'o c'holloù er brezel ha d'an nebeud a vugale a zo ganto.
Pa oa bet ganet Slaanesh gant an eldared e oa aet lod da guzhat en ul lec'h er Warp da chom hep koll o ene. Breudeur an Eldared int, met ne reont ket vann gant ar gouennoù all pe ar Rouestl, n'int dedennet nemet ganto o-unan. Morlaeron ha boureverien int, hiniennel tre, renet gant Kabaled.
Ur ouenn kadourien eo an Orked, organegoù par da dokoù touseg e gwirionez, met denheñvel o neuz. Glas-geot e vez o c'hroc'hen, ha kreskiñ a reont a feur m'en em gannont. Dre-se e vez ar brasañ anezho en o fenn peurlisañ. Ne vevont nemet evit ar brezel hag an emgannoù, hag etrezo en em gannont ma n'eus enebour all ebet. Dre ma 'z int kar da dogoù-touseg e lezont sporennoù war o lerc'h, a dro da Orket all, ar pezh a ra eo hogos dibosubl en em zizober diouto. N'eo ket gwall araokaet o zeknologiezh, hogen dont a reont a-benn da sevel mekanikoù brezel memestra. Daou zoue o deus, Gork ha Mork.
Diwar ur bobl anveet Nekrontyr a felle dezho bevañ da viken eo bet krouet an Nekroned gant o doueed, ar C'Tan. Robotoù a zo anezho bremañ, digoustiañs ha mennet da zistruj kement buhez zo tout. Dizoloet in bet n'eus ket pell er stergoumoulenn dre m'emaint o paouez dihuniñ diouzh o c'housk a viliadoù a vloavezhioù en o bedoù-bez. An diorroetañ teknologiezh o deus, hag ar brasañ gourdrouz evit ar stergoumoulenn int sur a-walc'h. Enebourien ar vuhez hag ar Warp int e pep keñver.
An Dyranided a zo loened deuet eus diavaez ar stergoumoulenn ha liammet kenetrezo evel ur Gestalt, renet gant Spered ar Ruskenn. Gouest int da gemmañ o danvez genetek buan-tre da grouiñ spesadoù nevez a-benn talañ ouzh kement enebour. Dont a reont war planedennoù da blaouiañ ar bevdolz, ha lezel reier noazh war o lerc'h. Meur a ruskenn a zo erruet er stergoumoulenn a-nevez, hag hogos dibosubl int da herzel rak trawalc'h eo d'ul lodennig eus ar ruskenn achap dezhi da c'hellout adsevel unan divent.
Ar Skwated hag ar Hruded a zo div ouenn ankoueet ha n'eus ket boulommigoù diwarno ken. Met marteze e vo graet en dazont.
Forge World a zo un embregerzh saoz evel Games Workshop hag a ra boulommigoù ivez diwar warhammer 40000 dresit-holl. Al lunelloù a reont a zo graet e rousin un danvez tost d'ar plastik a c'heller kizellat spisoc'h.
Warhammer 40000 (1987): Kinniget eo bet er pennad-mañ.
Epic 40000 (1988): Ar c'hoari-mañ a zo evel warhammer 40000 met e ment 6mm evit adober ar brezeliou bras war un daol vihan.
Space fleet (1991) Kentan c'hoari boulommigoù en egor krouet gant Games workshop.
Necromunda (1996) Ur c'hoari karmouch e kerioù ar 41añ kantved.
Gorkamorka (1997) Ur c'hoari evel Necromunda met gant orket nemetken.
BattleFleet gothic (1999) Ur c'hoari en egor e 2D.
Inquisitor (2001) Ur c'hoari hanter roll 2 gwech brasoc'h e skeul hini eget Warhammer 40000.
Aeronautica Imperialis : Ur c'hoari emgannoù listri krouet gant forge world e 2007.
Kalz c'hoariou embannet gant Games Workshop a zo bet, setu amañ ar re vrudetañ:
Warhammer 40000 Dawn of War Ar c'hoari orin war urzhiataer
Warhammer 40000 Dawn of War : Winter Assault, heuliad an hini gentañ.
Warhammer 40000 Dawn of War: Dark Crusade, heuliad an daou gentañ.
warhammer 40000 Dawn of War: Soulstorm, heuliad an tri c'hentañ.
Warhammer 40000 Dawn of War 2
Embannet ez eus bet kalz levrioù Faltazi gant an ti-embann "La Bibliotheque Interdite" e galleg, troidigezhioù diwar re ar "Black Library" e saozneg hepken. Degadoù a levrioù a zo bet embannet e doug ar bloavezhioù, lod anezho diaes-tre da gavout bremañ. Drezho e vez spisaet ar bed en diavaez d'an emgannoù.
Ar gelaouenn ofisiel a zo anveet White Dwarf. Un niverenn a vez bep miz o kinnig an nevezentizoù evit darn vrasañ c'hoarioù Games-Workshop
Un embregerezh hag a embann levrioù diwar-benn ar faltazi. Games Workshop en deus bet sikour ganto evit ijinañ Warhammer 40000.
Bed alien en deus roet sikour d'ober an Dyranided. Starship Troopers a zo ur film hag a zo bet tennet eus al levr Starship Troopers gant Robert A. Heinlein hag en deux roet lañs da warhammer 40000.
Starcraft a zo ur c'hoari skiant-faltazi brudet-tre war urzhiataerezh ha savet eo bet gouenn ar Zerged ennañ diwar skeudenn an Dyranided.(Daveoù a vank)
Lec'hienn Games-Workshop [1]
Lec'hienn ForgeWorld [2]
Lec'hienn an ti-embann Bilbiothèque interdite [3]
Lec'hienn an ti embann saoz Black Library [4]