Mae1940, Emgann Waten: gant ar soudarded eus ar Rouantelezh-Unanet eo distrujet ar pont doubl dreist d'an Aa d'ar 24. Kregiñ a ra an emgannoù etre ar C'hallaoued hag an Alamaned evit daleañ ar re-mañ ha gounit amzer evit ma c'hellfe ar soudarded eus Breizh-Veur hag eus Bro-C'hall kelc'hiet gant an armeoù alaman achap dre Zukark. An difennourion ziwezhañ a voe tapet da brizonidi-vrezel gant an Alamaned d'ar 26 tro 6 eur beure er Sal Sant-Jili[1].
Bombezadegoù: bombezet e voe Waten gant ar Re Gevredet e miz Here 1941 hag e miz Eost 1943. E 1944 e voe graet bombezadegoù stank e mizioù C'hwevrer, Meurzh, Ebrel, Mae hag Even1944 gant ar Re Gevredet abalamour d'an diazlec'h bannañ fuc'helloù V1 a oa bet savet e Koad Waten d'an Alamaned[2]; d'ar 6 a viz Ebrel, 12 B-24 eus Eighth Air Force eus United States Army Air Forces, gwarezet gant 27 P-47, a dizh o falioù er gumun[3]. 36 den nann-soudard a voe lazhet gant ar bombezadegoù er gumun; siviled all eus Waten a varvas abalamour d'ar brezel: daou e ti-gar Hazebroek gant ur vombezadeg, pevar gant tarzhadennoù e mirlec'hioù tennoù, daou all e Servij al Labour Ret en Alamagn ha div vageerez e bourzh an Henriette[4].
↑Capitaine Jean-Marie Leveaux, La Bataille de Watten - mai 1940 - Récit de Bataille de Watten et de la prise d'otages - Témoignage de M. Félix Duriez Maire de Watten en 1940, embannet gant kumun Watten
↑Capitaine Jean-Marie Leveaux, La Bataille de Watten - mai 1940 - Récit de Bataille de Watten et de la prise d'otages - Témoignage de M. Félix Duriez Maire de Watten en 1940, embannet gant kumun Watten, pajennoù 41 ha 42