Whitechapel zo ul lodenn eus ranngêr Tower Hamlets e Londrez (Bro-Saoz). Lec'hiet eo 5,5 kilometrad er reter da Charing Cross ha, dre vras, bevennet gant Bishopsgate er c'hornôg, Hanbury Street en norzh, Brady Street ha Cavell Street er reter ha Commercial Road er su. Dont a ra anv Whitechapel eus ur chapel vihan da Santez Vari e-tal kichen Whitechapel Road.
Aze e c'hoarvezas e 1888 torfedoù an hini a raed Yann an Toullgofer anezhañ.