Wilhelm Gustloff (lestr)

Al lestr Wilhelm Gustloff e stumm ur vag ospital e 1939

Ar Wilhelm Gustloff a oa ur mell lestr-bale, en Alamagn, da vare an Trede Reich. Mont a reas d'ar strad d'an 30 a viz Genver 1945, e Bae Gdańsk, ha war-dro 9400 den a voe beuzet. Ar beñseadenn washañ a c'hoarvezas biskoazh eo ar gwallzarvoud-se.

Savet e oa bet al lestr-se evit an aozadur nazi Kraft durch Freude ("an nerzh dre al levenez"), e 1937, evit kas tud da vale war vor. Lakaet e voe dezhañ anv Wilhelm Gustloff, unan eus pennoù bras ar strollad nazi e Suis hag a oa bet muntret. Ha moret e voe evit ar wech kentañ d'an 2 a viz Ebrel 1938. Ur mell batimant e oa : 208 metr hed ha 24 m led. Warnañ e oa ur poull-neuial hag ur sinema. Graet e oa evit degemer 1500 den en e vourzh.

Betek deroù an Eil Brezel-bed e voe implijet evel lestr-bale, met e miz Gwengolo 1939 e voe fiziet er morlu alaman (Kriegsmarine). Talvezout a reas neuze da ospital war-neuñv e 1939 ha 1940. Goude-se e voe troet en ur c'hazarn, e porzh Gdynia, el lodenn eus Polonia a oa bet aloubet gant an Alamaned.

E miz Genver 1945, dre ma oa an Arme Ruz o kerzhet war-zu Alamagn, e voe roet urzh da implijout ar bigi hag al listri alaman a oa e porzhioù Bae Gdańsk evit skarzhañ an Alamaned a oa er vro, dre ar mor. Tremen 2 vilion a dud a lestras da vont war-zu ar c'hornôg. Tud a bep seurt a oa e-bourzh al listri-se, kalz a vaouezed hag a vugale dreist-holl, rak chom a rae ar wazed war an douar da stourm ouzh ar Soviediz.

Poltred propaganda gant maouezed war bourzh ar Wilhelm Gustloff e 1938

Ouzhpenn 10 000 a dud a bignas e bourzh ar Wilhelm Gustloff hag a loc'has d'an 30 a viz Genver, da vont da borzh Kiel. Goude ur pennadig e voe gwelet gant al lestr-spluj rusian S-13, a heulias anezhañ hag a dennas torpedennoù warnañ. Tizhet e voe ar Wilhelm Gustloff ha kregiñ a reas da vont d'ar strad, 30 km diouzh an aod. 1239 den a c'hallas bezañ saveteet gant bigi all ; an dud all avat, war-dro 9 300 anezho, a gouezhas er mor yen-skorn hag a voe beuzet. 5000 bugel a oa marvet en o zouez[1].

Gant al lestr-spluj S-13 e voe kaset listri alaman all d'ar strad diwezhatoc'h : al lestr "Steuben" d'an 9 a viz C'hwevrer (5000 den e bourzh, ha 600 anezho hepken saveteet) hag al lestr "Goya" d'ar 16 a viz Ebrel (6220 a dreizhidi, 165 anezho a chomas bev).

Ur bern listri a voe kaset d'ar strad e-pad an Eil Brezel-bed. Met peñse ar Wilhelm Gustloff eo ar gwallzarvoud gwashañ a c'hoarvezas biskoazh en istor ar merdeiñ, diouzh a ouzomp ; kalz gwashoc'h eget peñse an Titanic, ma voe beuzet 1 500 den.

Gant gwallzarvoud ar Wilhelm Gustloff e voe awenet ar skrivagner alaman Günter Grass, pa skrivas e romant "Im Krebsgang", troet e meur a yezh. Meur a levr ha meur a film zo bet savet a-hend-all diwar-benn peñse ar Wilhelm Gustloff.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. En A Memorial to the Wilhelm Gustloff, Jason Pipes a ra dave da Heinz Schön a embanne en Die Gustloff Katastrophe e oa beuzet 9343 den, ha war-dro 5000 anezho a oa bugale.