Christiane Friederike Wilhelmine Herzlieb, anavezetoc'h evel Minna (pe Minchen) Herzlieb (22 a viz Mae 1789 e Züllichau/Sulechów – 10 a viz Gouhere 1865 e Görlitz) a oa un embannerez alaman, hini Karl Ernst Friedrich Frommann (1765-1839).
Emzivadez en yaouank, e voe savet e ti Karl Ernst Friedrich Frommann en Jena. In 1807 ez eas da Weimar, ma en em gavas gant Goethe, a ginnigas un toullad sonedennoù dezhi. Unan eus skouerioù tudenn "Ottilie" e voe-hi.
En 1821 e timezas da Karl Wilhelm Walch met da fall ez eas an eured, koll he skiant a reas ha mervel en ospital en Görlitz en 1865.