William Morgan (eskob)

William Morgan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhtalvoud ebet, Kembre Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denWilliam Morgan Kemmañ
Anv-bihanWilliam Kemmañ
Anv-familhMorgan Kemmañ
Deiziad ganedigezh1547 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTy Bras Wybrnant Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gwe 1604 Kemmañ
Lec'h ar marvLlanelwy Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micheryezhoniour, beleg, troer, Bible translator Kemmañ
KargAnglican Bishop of Llandaff, Anglican Bishop of St Asaph Kemmañ
Bet war ar studi eSt John's College Kemmañ
Diplom skol-veurDoctor of Divinity Kemmañ
RelijionIliz anglikan Kemmañ
An aotrou 'n eskob William Morgan

William Morgan (1545 - 10 a viz Gwengolo 1604) eo an den a droas ar Bibl penn-da-benn e kembraeg evit ar wech kentañ. Embannet e voe e droidigezh e 1588. Pouezus e voe an droidigezh-se evit reiñ ur statud uhel d'ar c'hembraeg d'ur mare ma ne oa ket kalz a bouez gantañ ha ma ne veze ket implijet tamm ebet er vuhez ofisiel.

Ganet e voe William Morgan e Tŷ Mawr Wybrnant, e-kichen Penmachno, en ur familh labourerien-douar. Evel bugale all ar c'hornad e c'hallas tapout deskadurezh, a-drugarez perc'henn an douar labouret ganto, Morys Wyn. Mont a reas William da skolaj Sant Yann e Cambridge goude. Tri bloavezh a dremenas William Morgan er skol-veur, o teskiñ latin, gregach, hebraeg, aramaeg, galleg hag alamaneg.

Anvet e voe da gure e Llanbadarn Fawr e 1572, e Trallwng e 1575 ha e Llanrhaeadr-ym-Mochnant ha Llanarmon Mynydd Mawr e 1578. Er bloavezh-se ivez e voe anvet da brezeger ar skol-veur e Cambridge. D'ar mare ma oa o vevañ e Llanrhaeadr-ym-Mochnant e timezas d'e wreg Catherine hag eno ivez e reas kalz eus e labour treiñ, betek e anvidigezh da eskob Llandaf e 1595. E 1601 e teuas da vout eskob Llanelwy hag eno e varvas e 1604.

E droidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant William Salesbury e oa bet lakaet an Testamant Nevez e kembraeg e 1567 ha, daoust ma oa bet kavet abeg er c'hembraeg implijet gant Salesbury gant lod, e oa aze un diazez talvoudus evit labour treiñ William Morgan. Kregiñ a reas William Morgan da labourat da dreiñ an Testamant Kozh e kembraeg er bloavezhioù 1580 : a-benn 1587 en doa echuet treiñ an Testamant Kozh hag adwelet troidigezh an Testamant Nevez gant Salesbury ; embannet e voe an hollad e 1588.

Meulet e voe labour William Morgan gant lenneien ar mare-hont, evel Siôn Tudur, Siôn Dafydd Rhys, Ieuan Tew ha Morris Kyffin.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Isaac Thomas, William Morgan a'i Feibl (Gwasg Prifysgol Cymru, Caerdydd, 1988)
  • Prys Morgan, Beibl i Gymru (Pwyllgor Dathlu Pedwarcanmlwyddiant Cyfieithu'r Beibl/Gwasg Cambria, 1988) - skrid niverel

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]