William Pitt ar Yaouañ pe William Pitt Yaouank, pe William Pitt the Younger e saozneg, (28 a viz Mae 1759 – 23 a viz Genver 1806) a oa ur politikour e Breizh-Veur e dibenn an XVIIIvet hag e deroù an XIXvet kantved. Yaouankañ Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet e voe : pa’z as en e garg e 1783 ne oa nemet 24 bloaz. Kuitaat a reas e bost e 1801, met galvet e voe en-dro e 1804 ha chom a reas e penn ar gouarnamant betek e varv e 1806. Kañseller an Deñzorlez e voe ivez war un dro. Graet e vez William Pitt ar Yaouañ anezhañ dre ma oa heñvel e anv ouzh hini e dad, William Pitt an Henañ, hag a oa bet Kentañ Ministr araozañ.
E-pad respet William Pitt ar Yaouañ evel Kentañ Ministr, dindan ren ar roue George III, e c’hoarvezas traoù a bouez en Europa evel an Dispac'h Gall ha Brezelioù Napoleon. Anavezet eo William Pit evel an hini a renas Breizh-Veur er brezelioù a-enep Bro-C’hall. Met ur merour e oa da gentañ penn. Klask a rae an efedusted a-raok pep tra ha war e lerc’h e teuas ur rummad nevez a verourien varrek. Kreskiñ a reas an tailhoù evit dastum arc’hant d’ober brezel ouzh Bro-C’hall. Evit enebiñ ouzh ar riskl a oa da welet Iwerzhoniz o sevel a-du gant Bro-C’hall hag evit kas an unaniezh etre Breizh-Veur hag Iwerzhon war-raok, e voe savet gantañ Aktaoù Unaniñ 1800. Ul lañs nevez a roas d’an Tory Party hag a chomas er galloud e-pad meur a zekvloaz goude-se.
Daoust ma ne oa ket an den pouezusañ er vro, rak ar roue a oa ur galloud bras gantañ en amzer-se, e seller ouz William Pitt evel ur c’hentañ ministr meur. Kadarnaet e voe gantañ kefridi ar c’hentañ ministr evel an hini a ren labour an holl vinistrerezhioù. Gantañ e voe adlakaet ar vro en he flom goude Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet, pa oa erru en ur stad fall a-walc’h. Lakaat a reas war-sav ur reizhiad tailhoù efedus.
Traoù zo avat ha ne zeuas ket a-benn da ober, evel lakaat fin da genwerzh ar sklaved, daoust ma voe votet ar « Slave Trade Act » d’ar 25 a viz Meurzh 1807, hag a lakaas un tamm harz d’ar sklaverezh. Gant an istorourien hag ar bolitikourien e vez sellet outañ memes tra evel unan eus ar re varrekañ e-touez Kentañ Ministred Breizh-Veur[1].
Ne oa ket gwall gozh pa varvas ; taget e oa gant an urloù, ha gwashaet e voe an traoù dre ma oa troet gant ar porto, aliet dezhañ gant ar vedisined ! Mervel a reas gant ur gouli er stomog pe er bouzelloù ha beziet e voe en Abati Westminster.