Xibe

Ksibe
Anvioù arall:
Sibe, Sibo, Xibo
Poblañs 188,000
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus Xinjiang, Liaoning, Jilin, Sina
Yezh Xibeg
Relijion Chamaniegezh
Pobloù tost Mandchouiz

Ar Xibeed (Sinaeg, 錫伯 Xībó) a zo unan eus ar 56 minorelezh anavezet gant gouarnamant Republik Pobl Sina. E biz Sina e vevont, hag e proviñs Xinjiang.

E Mandchouria edont o chom da gentañ, e traoniennoù an Nonni hag an Songhua. Unan eus an nav fobl trec’het gant Nurhaci en Emgann Gure (1593) e oant. Gwizion ar Vongoled Korchin e oant, zoken goude ma oant-int aet da sujedoù an dierniezh Qing.

E darempred gant ar Qinged e antreas ar Xibeed pa grogas ar re-mañ da vrezeliñ ouzh Rusia. Pourvezioù a roent d’ar Qinged hag e 1692 ez ejont da wizion wir an impalaer, asambles gant an Daured, hag ar C’huwalcaed. E-barzh ar Eizh Banniel e voe enframmet ar Xibeed ha lakaet da wareziñ Qiqihar ha kêrioù arall e Mandchouria.

Da Durkestan ar Reter o kasas an impalaer Qianlong e 1764 da zifenn an harz nevez.

Kredin a ra ar Xibeed ez int diskennidi ar Xianbeied.

Ar proviñsoù ma kaver Xibeed.

Ksibeed biz Sina a gomz mandarineg. E Xinjiang e komz diskennidi ar soudarded kaset gant at Qinged ur yezh dost a-walc’h ouzh ar mandchourieg. He skrivan a reont gant un eilstumm eus ar skriptur vandchouek

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.