Deiziad krouiñ | 17. century ![]() |
---|---|
Tachenn vicherel | organized crime ![]() |
Sez sokial | Japan ![]() |
Operating area | Japan, Meurvor Habask, Stadoù-Unanet, Alamagn ![]() |
Talvezout a ra ar ger yakuza (japaneg : ヤクザ pe やくざ) evit ober eus un ezel eus ur seurt mafia japanat.
E c'her a dle bezañ roet gant pep yakuza d'un oyabun, da lavaret eo ur paeron.
Diwar ur gejadenn goll er c'hoari-kartoù おいちょかぶ oicho-kabu e teu ar ger « yakuza »[1].
Pal ar c'hoari-se eo tennañ teir c'hartenn 9 o sammad. Mard eo ar sammad brasoc'h eget 10 ne gonter nemet an eil kartenn, nemet un 10 e vefe, rak 10 = 1. An dornad gwashañ eo 8-9-3 (ya-ku-sa) rak kevatal da 20 eo, ha kollet eo ar c'hoari rak 20 = 0.
Kement hag « eizh-nav-tri » e talvez yakuza rak :
"Ar re o deus kollet" eo ster an anv-mañ enta. Tud paour e vez ar yakuzaed da gentañ, tud e-maez ar gevredigezh.
Ur mell eus o bizied o deus bet da troc'hañ evit lod, pe evit plegañ pe evit bezañ degemeret en-dro.
En em vodet e oa ar re gentañ anezho evit en em zifenn diouzh ar samouraied. Makuto-ed ha machi-yako-ed a yae da ober div rann ar yakuzaed orin.