Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Yann Queffélec ![]() |
Anv-bihan | Yann ![]() |
Anv-familh | Queffélec ![]() |
Deiziad ganedigezh | 4 Gwe 1949 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Pariz ![]() |
Tad | Henri Queffélec ![]() |
Breur pe c'hoar | Anne Queffélec ![]() |
Yezh vamm | galleg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | galleg ![]() |
Micher | skrivagner ![]() |
Oberenn heverk | Les Noces barbares ![]() |
Prizioù resevet | Priz Goncourt, Prix Breizh, Q47530621 ![]() |
Trec'hour | Yann Queffélec ![]() |
Yann Queffélec a zo ur skrivagner gallek a orin breizhat, ganet e Pariz, Bro-C'hall, d'ar 4 a viz Gwengolo 1949.
Mab eo d'ar skrivagner gallek Henri Queffélec ha breur d'ar bianoourez Anne Queffélec. Dimezet e oa bet Yann Queffélec d'ar bianoourez Brigitte Engerer, ha tad d'ur verc'h ganti.
E Pariz emañ ar skrivagner o vevañ, koulskoude eo chomet tomm e galon ouzh Breizh, bro e dad. Goude bezañ tremenet pep hañv e ti ar familh en Aber-Ildud (Bro-Leon) pa oa ur bugel en deus un ti bremañ e-kichen Douarnenez.
Sot eo Yann Queffélec gant beajoù var vor. Pa oa yaouank en doa desket merdeiñ gant Éric Tabarly.
E 1985 e oa aet gantañ ar Priz Goncourt evit e romant "Les Noces barbares".
Skrivet en deus ul levr diwar-benn buhez Éric Tabarly, hag unan diwar-benn afer ar vag "Bugaled Breizh".
Embannet eo bet ivez gantañ "Dictionnaire amoureux de la Bretagne" e galleg.
D'ar vanifestadeg aozet d'ar 27 a viz Gwengolo 2014 e Naoned en doa kemeret perzh Yann Queffélec, a zifenn Breizh he femp departamant[1].