Yersinia pestis zo ur spesad bakteri bazhellek Gram-nann, anaerobek diouzh ret, eus kerentiezh an Enterobacteriaceae[1]. Lakaat a ra an dud da bakañ ar vosenn werblus. Y. pestis a c'hall ivez degas bosenn ar skevent hag ar vosenn septisemiek[2]. An tri seurt bosenn zo bet kaoz da feurioù mervel uhel e-pad ar barradoù kleñved-red en istor, en o zouez ar Vosenn Vras pe ar "Vosenn Zu". Lakaat a reer war gont houmañ ziwezhañ marv war-dro un drederenn eus poblañs Europa etre 1347 ha 1353.
Dizoloet eo bet Y. pestis e 1894 gant ur bakteriologour hag ur mezeg eus an ensavadur Pasteur, Aleksandr Yersin, e-pad ur stropad bosenn e Hong-Kong[3] Yersin a oa ezel eus skol Pasteur. Shibasaburo Kitasato, ur bakteriologour japanat stummet en Alamagn hag a implije hentenn Koch a oa ivez o klask orin ar vosenn[4]. Yersin an hini eo avat a zizoloas al liamm a oa etre ar vosenn ha Yersinia pestis. Anvet Pasteurella pestis da gentañ e oa bet badezet en-dro ar spesad bakteri e 1967.