Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù bizkaokazek (anvet ivez yezhoù kaspek pe yezhoù dagestanek) komzet e Dagestan dreist-holl, met ivez e norzh Azerbaidjan ha Georgia.
Brudet eo yezhoù ar familh-mañ abalamour d'ar fonologiezh luziet-tre implijet gante, enni betek 60 kensonenn ha 30 vogalenn.
Yezhoù ergativel daspegel ivez eo an holl anezhe, hag implijet vez gante meur a gas.
Ez-hengounel e vez isrannet yezhoù ar familh-mañ e tri bloc'had pennañ evel-hen:
Komzet e kornôg Dagestan
Ne vez skrivet yezh nag andiek na yezh didoek ebet. implijet e vez an avareg evel yezh dre skrid en o lec'h.
Komzet e douaroù-uhel kreiz Dagestan
Implijet e vez an div yezh-mañ kement dre skrid ha dre gomz.
Komzet e vez ar yezhoù lezgiek e douaroù-huel $Southeast Dagestan hag e norzh Azerbaidjan.
Ne vez skrivet nemet al lezgieg hag an tabasareg. Dre gomz e vez implijet ar yezhoù all hepmuiken.