Ur skourr eus ar yezh gbeek eo ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek (LFE: [χʷlà χʷèlá]; saozneg phla-pherá) komzet dreist-holl e gevred ha mervent Benin ha nebeutoc'h ivez e gevred Togo ha mervent Nijeria gant etre 400.000 ha 700.000 den.
Unan eus skourroù bihanañ ar yezhoù gbeek eo ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek, hag ouzhpenn-se ez eo ar yezhoù-mañ ar re disheñvelañ diouzh are yezhoù gbeek all dre ma'z int bet lezonet -don gant ar yezhoù all komzet en o zro.
Daou vloc'had pennañ ez eus:
N'eo ket gwall sklaer penaos e tlefer renkañ ar yezhoù c'hwlaek-c'hwelek ez-resis, met setu penaos e vezont isranket peurliesañ: