Takad ar yezhoù gbeek
Ur skourr eus ar yezhoù kwaek , a zo renket d'o zro e-touez ar familh nigerek-kongoek , eo ar yezhoù gbeek ([g͡be] ), a zo un 20 yezh bennak komzet etre reter Ghana ha kornôg Nigeria gant tro-dro da 4-8 milion a dud en holl.
Yezhoù dezrannel eo an holl yezhoù gbeek hag implijout a reont tonennoù .
Isrannet e vez ar yezhoù gbeek e pemp skourr pennañ.
Eweeg (ewe, vhe, ewegbe ) : ar yezh gbeek muiañ-komzet, gant tro-dro da 3 000 000 a dud e Ghana hag e Togo
Anloeg (anlo )
Kpandoeg
Hoeg
Fodomeg
Foneg (fon, fongbe, popo ) : komzet gant tro-dro da 1 700 000 a dud gant Foned Togo ha Benin
Goungbeeg
Kapseeg
Agbomeeg
Maksieg
Adjaeg (aja, ajagbe, adja ): komzet gant tro-dro da 1 300 000 a dud e Togo
Geneg (gen, ge, mina, gengbe ) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo
Yezhoù c'hwlaek-c'hwelek (phla-pherá ) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo ha Benin