Yggdrasil

Golo troidigezh saoznek an Edda e gwerzennoù gant Olive Bray. Gwelout a raer Yggdrasill, Ratatoskr, ar pevar c'harv, Níðhöggr ha Veðrfölnir.

Yggdrasil pe Yggdrasill eo anv ar wezenn a zoug ar bed a-bezh e Gwengelouriezh lec'hlennat. Hec'h anv a dalvez « Marc'h an hini doujet ». Odin eo an hini doujet-se (Ygg).

Dougen a ra nav rouantelezh disheñvel ar bed :

  • Midgard pe Mannheim, Rouantelezh ar c'hreiz, rouantelezh an dud ;
  • Asgard pe Godheim, Rouantelezh an Aesed, en oabl, etre an Heol hag al Loar, staget ouzh bed an dud gant ar ganevedenn Bifrost,
  • Nibelheim pe Helheim, Rouantelezh ar re varv ;
  • Niflheim, Rouantelezh ar skorn, ma chom ar re zo marvet diwar gozhni pe diwar ur c'hleñved
  • Muspellheim, Rouantelezh an tan ;
  • Jötunheim, Rouantelezh ar ramzed ;
  • Álfheim, Rouantelezh an elfed sklêrijenn ;
  • Svartalfheim, Rouantelezh an elfed teñval (dökkalfars)
  • Vanaheim, Rouantelezh ar Vaned.