Ynys Echni ( pe Flat Holm hervez ar saozneg) zo un enezenn e Mor Havren, un hanterlev bennak eus Llarnog, e Bro Morgannwg, tost ouzh Steep Holm (Ynys Ronech), a zo e Bro-Saoz.
E-keñver melestradurezh emañ Ynys Echni e Kembre, ha hi eo neuze ar poent pellañ eus ar vro-se er c'hreisteiz, p'emañ Steep Holm e Bro-Saoz.
Un doare manati ( clas e kembraeg) zo bet en Ynys Echni en Amzer ar Sent (Oes y Seintiau).