Yoroubeg

Yoroubeg
(ede Yorùbá)
Perzhioù
Komzet e : Nigeria, Benin, Togo
Komzet gant : ~ 25 000 000
Renkadur : 49
Familh-yezh : Yezhoù nijerek-kongoek

 Yezhoù atlantek-kongoek
  Yezhoù voltaek-kongoek
   Yezhoù benoue-kongoek
    Yezhoù defoek
     Yoroubeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Nigeria
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 yo
ISO 639-2 yor
ISO 639-3
Kod SIL yor
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh nijerek-kongoek eus is-skourr ar yezhoù defoek eo ar yoroubeg (yorùbá) komzet gant tro-dro da 20 milion a dud e Nijeria, Benin ha Togo. Roudoù eus ar yezh-mañ a vez kavet ivez e Brazil ha Cuba ma vez graet nagoeg (nago) anezhi.

Ur yezh dezrannel gant tonennoù eo ar yoroubeg.

Dre vras ez eus pemzek rannyezh disheñvel kenstrollet e tri bloc'had pennañ evel-hen:

  • Rannyezhoù ar gwalarn
    • komzet en Abẹokuta, Ibadan, Ọyọ hag Ọṣun
  • Rannyezhoù ar c'hreiz
    • komzet en Ekiti, Akurẹ, Ẹfọn hag Ijẹṣa
  • Rannyezhoù ar gevred
    • komzet en Okitipupa, Ondo, Ọwọ, Ṣagamu hag e lec'hioù zo en Ijẹbu.

Disheñvel eo ar yezh unvan diouzh an holl rannyezhoù all, da lâret eo ne oa ket bet diazezet war ur rannyezh resis lakaet da yezh unvan daoust ha ma teu an darn vrasañ eus ar yezh unvan ouzh ar rannyezhoù komzet en Ọyọ hag Ibadan.

Skrivet e vez ar yoroubeg gant al lizherenneg latin bet unvanet e 1965 gant un nebeud sinoù ouzhpenn evit merkañ an tonennoù, digoradur ar vogalennoù, hag all.

Komzet e veze yoroubeg gant sklaved e-leizh e Brazil ha Kuba, ha ganto e voe degaset o relijion deuet da vout candomblé ha santeria.

Al loucoumi ( lucumi hervez ar skritur e spagnoleg) zo un doare yoroubeg implijet evel yezh al lidoù relijiel gant beleien ar Santería en inizi ar Mor Karib, Kuba ha Republik Dominikan dreist-holl).