Yr Wyddgrug (Mold e saozneg) zo ur gêr hag ur gumuniezh e biz Kembre e Sir y Fflint. Emañ en ur c'hroashent, etre Rhuthun er c'hornôg ha Chester er reter. E-kichen Yr Wyddgrug emañ torgennoù koadek Bryniau Clwyd.
Dont a ra an anv eus ar gerioù "gŵydd" (kar d'ar ger "gwelet") ha "crug" (krugell)[1] ; da lavaret eo e talvezfe kement ha "torgenn hag a weler splann". Diasur eo orin an anv saoznek "Mold", met gallout a rafe dont eus "mont-hault" (menez uhel) e normaneg, pe eus un anv-den norman, Robert de Montalt.
E 2011 e oa 10 058 a dud o chom e kumuniezh Yr Wyddgrug ha 2 051 anezho a oa kembraegerien (21,1%)[2].
|