Yvain ou le Chevalier au lion zo ur romant gallek gant Chrétien de Troyes, savet en eil hanterenn an XIIvet kantved etre 1170 ha 1180.
Gallout a rafe dont eus istor ar roue brezhon Owain mab Urien, roue Rheged, en Hen Ogledd, er VIvet kantved.
Owain hag Yvain a oa, a soñjed gwechall, div dudenn deuet eus ur skrid all, ar memes hini, hogen kollet. Hiziv avat e kreder eo savet istor Owain war-eeun, pe dre hanterouriezh unan all, diwar barzhoneg Chrétien, gant elfennoù lec'hel ouzhpenn evit plijout da dud Kembre. Chrétien koulskoude en dije bet anaoudegezh eus skridoù pe mojennoù keltiek, rak elfennoù zo a seblant dont eus Buhez Sant Mungo (anvet ivez Kentigern), ur sant brezhon eus Strat Clut.