Zoila jeaniana

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Zoila jeaniana

Hoc'hig-mor Jean aouret, isspesad
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Zoila
Anv skiantel
Zoila jeaniana(Cate, 1968)
{{{2}}}
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Zoila jeaniana zo ur spesad kregin ral a-walc'h eus kornôg Aostralia er Meurvor Indez etre Coral Bay betek Abrolhos. Unan eus ar spesadoù a gaver e genad Zoila e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant C.N. Cate e 1968. Roet eo bet an anv en enor da Jean Cate, malakologourez ha gwreg an diskriver.[2].

Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Zonaria pyrum bezañ implijet an aliesañ.

  • Cypraea jeaniana hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Zoila friendii jeaniana, anv aet da get.


Kavet e vez Zoila jeaniana dindan er mor don war spouennoù a bep seurt spesadoù etre 45 ha 60 m donder ha donoc'h etre 80 m ha 150 m gant robotoù dindan vor ROV.

Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 58 ha 76 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 38 mm gour, pe ramz betek 99 mm.

Pevar isspesad zo bet deskrivet.

  • Zoila jeaniana jeaniana (Cate, 1968) isspesad tip
  • Zoila jeaniana aurata L. Raybaudi, 1979 isspesad divoutin sklaer-tre gant poentoù aouret kavet gant ravanelloù etre 150 m ha 200 m donder er c'hornôg Aostralia.
  • Zoila jeaniana praeclara Lorenz, 2020 isspesad all ral-tre kavet en Aotralia ar c'hornôg.
  • Zoila jeaniana sherylae L. Raybaudi, 1990 isspesad boutin ezlec'hel kavet etre 25 ha 40 m donder war spouennoù a bep seurt spesad war ur foñs lec'hideg..

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Zoila jeaniana C. N. Cate, 1968. Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396657 on 2025-02-11 (en)
  2. (en)Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)