Zuberoa

Emañ Zuberoa en hanternoz d'ar Pireneoù hag er sav-heol
Kumunioù Zuberoa
Kastell Maule.
Panell "Donemat" e yezh Zuberoa.

Zuberoa (anvet Xiberua pe Xiberoa e rannyezh Zuberoa) eo ar vihanañ eus ar 7 proviñs a ya d'ober Euskal Herria, en hanternoz d'ar Pireneoù. Maule-Lextarre eo ar gêr-benn. Xiberotarrak a vez lâret eus tud ar vro e rannyezh Zuberoa.

Rannet eo kumunioù ar broviñs etre daou ganton dreist-holl:

Kumunioù all zo ivez er-maez an daou ganton-se:

Arondisamant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stag eo an daou ganton ouzh arondisamant Oloron-Sainte-Marie, a zo e Bearn. Ar 7 kumun a zo e kanton Donapaleu avat a zo stag ouzh arondisamant Baiona.

Yezh ha sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzhioù dibar zo da euskareg Zuberoa. Un dra a weler diouzhtu war ar panelloù-hent eo an "ü" ha n'emañ ket er yezh a-hend-all. Miret eo bet ivez distagadur ar gensonenn "h". Ouzhpenn-se ez eus dibarderioù all er yezhadur hag er c'heriaoueg.


Brudet eo dañsoù Zuberoa hag ar c'hoari rebot, ur c'hoari polotenn.

Ar sevel deñved ha saout hag an aozañ keuz (boued) a zalc'h c'hoazh kalzik a dud war ar maez er menezioù. Brudet eo ar c'heuz deñved (Ardi gazne) a vez gwerzhet pe war al lec'h pe er stalioù dindan anvioù Ossau-Iraty pe Etorki.

Anavezet eo ivez ar botoù anvet spadrilhoù, graet e kêr Maule.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Le Pays de Soule (Pierre Bidart ed.), Ed.Izpegi, Baigorri, 1994.
  • Juan José Lapitz, Amar a Euskalerría conociéndola 1984 Fuenterrabía (ISBN 84-400-5011-9)
  • Marc Large, "Xan de l'Ours", préface de Renaud, Éditions Cairn, 2008