Zugzwang (alamaneg : Zugzwang [ˈtsuːktsvaŋ], "redi da fiñval") a reer e c'hoari an echedoù, hag e c'hoarioù all evel an damoù, ar go, ar xiangqi, eus un degouezh ma vez gwanaet un tu abalamour ma rank lakaat ur pezh da fiñval ; e zugzwang
e vez ar c'hoarier·ez pa ne c'hall ket ober ur fiñv aotreet hep en em lakaat en arvar.
Pa vez kreñvoc'h un tu eget egile en ur c'hrogad e c'hoarvez alies ma klaskfe lakaat an tu enep e zugzwang evit gounez ; ret eo a-wechoù e vefe zugzwang evit ma vefe gounezet ar c'hrogad gant an eil tu pe egile.
E dibenn ar c'hrogadoù peurliesañ e c'hoarvez zugzwang, pa ne chom nemet ar rouaned ha soudarded pergen.
E niverenn miz Gwengolo 1858 er gelaouenn alaman Deutsche Schachzeitung, pp. 353–358, e kaver kentañ meneg eus ar ger en ur pennad disin anvet Zugzwang, Zugwahl und Privilegien ("Redi da fiñval, diuz er fiñv ha brientoù").[1] ; gant Emanuel Lasker e 1908 e voe implijet e saozneg evit ar wech kentañ.[2]
Hogen kantvedoù kent ma voe moullet ar ger zugzwang e veze anavezet an darvoudenn : deskrivet eo e dornskridoù chatrang e deroù an IXvet kantved, hag c'hoazh en e gaver en ur studi gant Alessandro Salvio bet embannet e 1604[3].
a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
Tro an tu gwenn eo da c'hoari en diagramm 1.
a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
Kemplesoc'h un tamm eo ar zugzwang a zo en ur studi chatrang bet skrivet e deroù an IXvet kantved, azasaet amañ evit an echedoù.
Dic'halloud eo ar Roue du e-pad ma argader e Varc'heg :
a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
En e levr embannet e 1604 e ro Alessandro Salvio da skouer ur zugzwang bet c'hoariet gant Giulio Polerio e 1585.