Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Élisabeth Borne |
Anv-bihan | Élisabeth |
Anv-familh | Borne |
Moranv | Madame 49.3 |
Deiziad ganedigezh | 18 Ebr 1961 |
Lec'h ganedigezh | 15vet arondisamant Pariz |
Tad | Joseph Borne |
Mamm | Marguerite Lescène |
Pried | Olivier Allix |
Bugel | Nathan Allix |
Kar | Marcel Lescène, Zélig Bornstein |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, Ijinour, kargiad uhel |
Bet war ar studi e | École polytechnique, École des Ponts ParisTech, Collège des ingénieurs |
Strollad politikel | Territories of Progress, Renaissance |
Partner in business or sport | Victoria Kiener |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor, Commander of the Order of Maritime Merit, Grand Cross of the National Order of Merit |
Deskrivet en URL | http://dbpedia.org/resource/Élisabeth_Borne |
Élisabeth Borne, ganet d’an 18 a viz Ebrel 1961 e Pariz, zo ur bolitikerez c’hall. War-lerc’h addilennadeg ar prezidant Emmanuel Macron e 2022 eo bet anvet gantañ da gentañ ministrez d’ar 16 a viz Mae 2022[1].
An eil vaouez eo da vezañ kentañ ministrez bro C’hall, goude Édith Cresson.
Ganet eo Élisabeth Borne d’an 18 a viz Ebrel 1961 e 15vet arondisamant Pariz. Merc’h eo da Joseph Borne, ganet Bornstein d’an 2 a viz Mae 1924 en Antwerpen (Belgia), ha da Marguerite Lescène, apotikerez e Livarot (Calvados).
Joseph Bornstein, rezistant e-pad an Eil Brezel-bed, bet kaset da Auschwitz, a dapas ar vroadelezh c’hall e 1950 hag a gemeras an anv Borne, implijet gantañ war e baperioù faos[2]. Goude ar brezel e renas Joseph ha Marguerite Borne ul laborenn apotikerezh e 15vet arondisamant Pariz[3]. En em lazhañ a reas he zad e 1972, pa ne oa Élisabeth nemet 11 vloaz[4], ha mont a reas ar plac’h yaouank da pupille de la Nation (emzivadez ar Vro). Abalamour da se e voe roet ur yalc'had studioù dezhi[5].
D’an 30 a viz Mezheven 1989 e timezas gant Olivier Allix. Ur mab o deus bet, anvet Nathan[6]. Dizimezet o deus[6].
E kontrol da Édith Cresson, anvet da Premier ministre (gourel) e 1991[7], eo bet anvet Élisabeth Borne da Première ministre (gwregel)[8]. E karg ar Steuñvadur ekologel hag energetek eo ivez[9]. D’an 8 a viz Genver 2024 e tilezas he c'harg[10] hag anvet e voe Gabriel Attal war he lerc'h[11].
Seizenn | Enor | Deiziad ha notennoù |
---|---|---|
Marc'heg al Lejion a enor | 12 a viz Gouhere 2013[12] | |
Ofiser Ordre national du mérite | 14 a viz Du 2016[13] | |
Komander Ordre du Mérite Maritime | 2017[14] |