Česká Zbrojovka a.s. | |
---|---|
![]() | |
Krouidigezh | 1919 |
Diazez hervez ar Gwir | Kevredigezh dizanv |
Sez sokial | Uherský Brod, ![]() |
Perc'henned lodennoù nesañ | Colt CZ Group |
Obererezh | armoù-tan |
Kevredigezh e penn | Colt CZ Group |
Isembregerezhioù | CZ-USA (en)[1] Ceská Zbrojovka Brno |
Implijidi | 1800 (2017) |
Lec'hienn internet | www.czub.cz |
| |
Sifr gwerzhioù | 4 miliard a gurunennoù tchek (2016) |
Disoc'h rik | 600 milion a gurunennoù tchek (2016) (war-dro 23 milion a euroioù) |
Česká zbrojovka a.s. (anvet boas CZ, gwechall Česká zbrojovka Uherský Brod) zo un embregerezh armoù-tan liesvroadel tchek savet e 1919 e Plzeň.
Betek fin an XXvet kantved e produe ivez marc'hoù-tan unsailh. Kenlabourat a rae gant an embregerezh Jawa a brodue marc'hoù-tan divsailh.
An armoù produet gant CZ a vez implijet gant armeoù, servijoù polis koulz ha chaseourien pe tennerien sport. Meur a seurt armoù a vez produet, pe e vefe armoù-plom pe armoù-tan. War-dro 1800 den a labour evit an embregerezh.
95% eus ar produiñ a vez ezporzhiet war-zu ur c'hant bro bennak er bed. An embregerezh zo e-touez an 10 produer brasañ a armoù-dorn hag e-touez ar pemp produer brasañ a armoù aotomatek er bed.[2].
CZ o deus meur a skipailh tennañ, en o zouez unan IPSC pistolenn. Sponsorizañ a ra Česká zbrojovka a.s. an International Practical Shooting Confederation abaoe 1996 evit Kampionadoù ar Bed, kampionadoù Europa ha kampionadoù ar c'hevandirioù.[4].
E 2022 e oa bet digoret e Kemper ur greizenn sportoù tennañ a-drugarez da arc'hant CZ gant ar c'hampion Éric Grauffel.[5]