Ἀλεξανδρέττα e oa an anv orin, e gregach, diwar anv Alesant Veur, brudet da vezañ diazezer kêr. Troet eo bet an anv e meur a yezh latin, evel Alexandrette e galleg, un anv brudet er marevezhig ma voe dalc'het kêr gant ar C'hallaoued goude ar brezel-bed kentañ, etre 1918 ha 1938.
En arabeg eo الإسكندرون / al-ʼIskandarūn, anv amprestet gant an turkeg.
E saozneg eo Scanderoon pe Scandaroon diwar distummañ an anv turkek.