Ѳ

Ul lizherenn eus al lizherenneg hengirillek e oa Ѳ, ѳ (fita). Ne vez ken implijet ken al lizherenn gozh-mañ, ha disheñvel eo diouzh al lizherenn girillek ispsial Ө implijet hiziv c'hoazh evit skrivañ yezhoù turkek zo hag ar mongoleg.

Sañset e oa da vezañ distaget [θ] er penn-kentañ, met buan-tre e teuas da vezañ distaget [f] e ruseg ha kemeret e oa bet he flas neuze gant al lizherenn Ф (ef) e 1918. En darn vrasañ eus ar yezhoù slavek all e oa bet kemeret e flas avat gant al lizherenn T (te), da skouer:

Theodor
Ruseg > Fyodor
Bulgareg > T(e)dor

Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn c'hresianek theta (Θ).

Ө

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.