29er | |
29er e avel lark | |
Fardaj : | bermudian |
---|---|
Savour : | Julian Bethwaite |
Penn-kentañ : | 1998 |
Hirder : | 4,40 m |
Ledander : | 1,70 m |
Diblasadur : | 90 kg |
Goueliadur : | Gouel vras ha fok 13,19m², Spi 16,83m² |
Bourzhiad(où) : | 2 |
An 29er a zo ur skiff bet treset gant Julian Bethwaite. Treset eo bet evit tud yaouank, dezho da c'hourdoniñ ha da vageal war e geneil ar 49er (treset gant an hevelep ijinour). Ne 'z eus nemet un trapez (pa zo daou war ar 49er), hag ur spi asimetrek. Gwelet eo ar vag poblek-se 'vel un hent all primoc'h d'ar 420 ha d'al laser. Ur c'hlas etrevroadel a zo evit redadegiñ war ar skiff-mañ.
Nevez zo en deus Bethwaite labouret e San Francisco gant Jen Glass evit tresañ an 29erXX, gant ur goueliadur vrasoc'h hag un eil trapez (tostaat a ra ouzh ar 49er).