Adelaid Anjev (war-dro 947–1026), anavezet ivez evel Blanche d'Anjou, pe Adelaid Gévaudan[1], a oa ur briñsez a Anjev en XIvet kantved, merc'h da Foulk II ha d'e wreg Gerberga Maine, ha c'hoar da Jafrez Iañ, kont Anjev.
e 967 (a-raok 960 hervez istorourien zo) da Steven Brioude, beskont Gévaudan
war-dro 975 da Raymond V (pe III?) († 978), kont Tolosa, priñs Gothia, a varvas tri bloaz war-lerc'h,
e 982 d'ar roue Loeiz V († 987), mab da Lotar (roue Frankia ar C'hornôg), ha kurunennet e voent rouaned Akitania e Brioude, met dispartiañ a eurejont daou vloaz goude, en abeg ma oa re yaouank, ar roue e-skoaz e wreg, hag ur paotr difur ha diroll anezhañ,