Adolf Loos

Adolf Loos

Adolf Loos (Brno, 10 a viz Kerzu 1870 - Vienna, 23 a viz Eost 1933) a zo ur savour aostrian, brudet gant e savadurioù eeun-tre a denn d’al luskad modern.

Goude bezañ bet o veajiñ er Stadoù-Unanet e penn-kentañ ar c’hantved e voe levezonet Loos gant skol Chicago. Pa zistroas da Aostria e savas reuz etrezañ hag izili luskadoù all evel Secession ha Deutscher Werkbund. Ne voe ezel eus luskad ebet, met kentoc’h diaraoger ul luskad nevez krouet gant Otto Wagner, hag en doa lakaet da bal implij fur perzhioù ar savouriezh. Setu perak e stourmas a-enep da dechoù kinklañ Secession. Hevrez Loos ez eo faos pen-da-benn ar sturdresadennoù, hag e lakaont ar savadurioù da vezañ vil. Hervezañ e tle ar c’hinkladurioù diwanañ eus an danvez, met ne c’hellont ket bezañ « peget » warnañ. E sell war ar savouriezh end eus levezonet red savouriezh an XXvet kantved, dreist-holl e destenn Ornament und Verbrechen (studresadenn ha torfed) bet savet e 1908, hag adembannet gant Le Corbusier en e gelaouenn L'esprit Nouveau. Gwelet eo Loos evel unan eus diaroagerien ar savouriezh vodern.

Looshaus

Adolf Loos a voe gwelet evel un den diavaez e amzer, dreist-holl pa ginnigas e raktres evit plasenn Michaelerplatz (Vienna) : pa lakaas sevel Looshaus, e savas reuz rak re eeun e oa ar savadur (savet e-tal palez an impalaer), ar pezh a lakaas bourc’hizien Vienna da vezañ a-enep-groñs, dre ma oant plijet gant savadurioù kinklet da vat, diwar skouer al luskad anvet Ring Vienna.

E-touez arc ‘henkizoù savet gantañ:

E 1920, e voe anvet rener rann kêraozerezh Vienna. Kinnig a reas meur a raktres kêrioù evit ar vicherourien, en o zouez savadurioù gant derezioù. Kinnig ar reas ivezRaumplan, ur steuñv teir ment anezhañ, ennañ pezhioù a c’haller kemmañ o uhelder diouzh an ezhomm. Er raktres e kemeras ivez e kont an diforc’hioù deiz/noz, lec’h prevez/ foran, implijout a reas derezioù evit lakaat kemend-se e pleust.

Ti Tzara e Pariz

Levezonet en deus Richard Neutra, Rudolf Schindler ha dizoloet en deus Oskar Kokoschka.

E oberennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù Loos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ornament und Verbrechen
  • Die Potemkin'sche Stadt. Verschollene Schriften. 1897 - 1933
  • Das Andere, 1903
  • Trotzdem

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.