Adolphe Yves Marie Le Goaziou, ganet d’ar 16 a viz Ebrel 1887 e Montroulez ha marvet d’an 18 a viz Gwengolo 1953 e Kemper, a oa levrier hag embanner e Kemper.
Eus ur familh levrierien hag embannerien e oa Adolphoe Le Goaziou. E dad, Alexandre-Jacques, a oa levrier, embanner ha mouller e Montroulez. E eontr, Pierre, hag e dad-kozh, Alexandre-Marie, o doa graet ar vicher e Gwengamp. Adolphe a reas e studi e Kastell-Paol ha goude-se er Sorbonne ma tapas un aotreegezh prederouriezh. Ur wech distro da Vreizh e voe unan eus ar re a grouas ar gevelouri labour-douar « La Bretonne », e Kastell-Paol, da vodañ gounideien avaloù-douar. Kemer a reas perzh er Brezel-bed Kentañ ha gloazet e voe e 1916.
E 1919 en em stalias e Kemper, oc’h adprenañ stal al levrier hag embanner Salaun. Troet e oa ar Goaziou gant ar gatoligiezh (kemer a rae perzh en Erv, luskad politikel katolik Marc Sangnier ; bez’ e voe ivez prezidant Sindikad al levrdioù relijiel) ha gant traoù Breizh (evel e dad hag en doa savet ar Bobl gant Frañsez Jaffrennou). Embann a rae neuze levrioù brezhonek ha levrioù diwar-benn Breizh. Met ma oa troet gant Breizh hag ar brezhoneg, e tiskouezas abred ne save ket a-du gant ar vroadelourien daerañ. Da vare an Eil Brezel-bed e savas a-enep ar gazetenn L'Heure bretonne, kazetenn ar PNB. Sevel a reas ivez a-enep krouidigezh Ensavadur Keltiek Breizh e miz Here 1941[1]
Mont a reas e-barzh ar Rezistañs ; harzet e voe gant ar Gestapo e miz Here e 1943, met lezet e voe da vont e miz Ebrel 1944. D’ar mare-se ivez e voe anvet e penn Komite dieubidigezh Penn-ar-Bed. Ur wech echu ar brezel e kemeras perzh e savidigezh ar gazetenn Ouest-France, a gemere lec’h L'Ouest-Éclair berzet abalamour ma oa deuet er-maez dindan alouberezh an Alamaned.
E 1947 e voe savet gantañ an Nouvelle Revue de Bretagne, a zeuas er-maez betek e varv e 1953. Goude e varv e chomas digor e stal-levrioù, dalc’het gant e verc’h Yvonne, betek 1995.
E-touez al levrioù embannet pe adembannet gantañ e c’haller menegiñ :