Adriana da Cunha, pe Adriana da Cunha Calcanhotto, ganet e 1965 e Porto Alegre, zo ur ganerez ha sonaozourez vrazilian. Kanañ a ra samba, bossa nova, kenkoulz evel rock pe kanaouennoù bugale.
Adriana zo merc'h d'un tabouliner jazz, Carlos Calcanhotto, a orin italian, eus Volpago del Montello e proviñs Treviso (adskrivet eo bet an anv orin Calcagnotto en doare portugalek), ha kelennerez korfembregerezh ha korollerez e oa he mamm, Morgada Assumpção Cunha.
Da c'hwec'h vloaz e oa bet roet ur violin dezhi gant he zad-kozh, ha hi da gregiñ da seniñ ha da ganañ. Levezonet eo bet gant an MPB, hag al lennegezh vrazilian vodern, ha dreist-holl ar Movimento antropofágico savet gant Oswald de Andrade, Tarsila do Amaral ha re all.
Div wech he deus bet ur Priz Grammy Latino, roet abaoe 2000, da arzourien Amerika Latin:
E-pad 25 bloaz he deus bevet gant Suzana de Moraes (1940- 2015), merc'h d'ar sonaozour Vinícius de Moraes, marvet gant ar c'hrign-bev.