Agnès Sorel, ganet e penn kentañ ar XVvet kantved, er bloavezhioù 1420 moarvat, ha marvet e 1450, a-raok he 30 vloaz, a oa un itron c'hall, serc'h d'ar roue gall Charlez VII a Vro-C'hall.
N'eo ket sur an istorourien pelec'h e oa ganet. Darn a lavar e Fromenteau, e Touren, re all e Pikardi, e Coudun, e-tal Compiègne. Ac'haleno e oa he zad, Jean Soreau pe Jean Sorel, aotrou Coudun, hag he mamm, Catherine de Maignelais, itron Verneuil-en-Bourbonnais.
Pevar breur he doa : Charles Sorel, André Sorel, Jean Sorel ha Louis Sorel. Anavezout a reer ivez kerent all : Geoffroy Sorel, a voe eskob, ha Jean de Maignelais, kabiten Creil. Penaos e teuas merc'h Jean Soreau da vout Agnès Sorel ? Ha dimezet e voe da Regnaut de Sorel evel ma lavar Le Vasseur ? E Pikardi eo e voe desket mat. Savet e voe e doare ma c'hallje bezañ dimezell el lez gant Isabelle de Lorraine, rouanez Sikilia ha gwreg ar roue René, roue Naplez. N'eo ket abalamour d'an arc'hant e klaske war-lerc'h ar garg (dek lur he deveze bep bloaz evit he labour) : abalamour d'he renk ha d'an erbedadennoù e oa da vezañ evel se. Ugent vloaz e oa pa en em gavas dirak ar roue.
Yaouank ha koant evel ma oa Agnès, ne voe ket pell ar roue Charlez VII o teurel e c'hoant warni. Ne oa ket istimet kaer ar roue, digened ha dispered, dibeadra ivez, mab d'ur roue foll (Charlez VI) ha da Izabel Bavaria, a veze gwelet evel ur roñflez, marteze abalamour ma n'halle ket ar roue ober war he zro.
Pierre de Brézé en devoa taolet evezh e plije d'ar roue sellout ouzh ar goantenn nevez erruet el lez, hag eñ eo a ginnigas d'e aotrou ar vaouez a vo brudet evel koantañ maouez ar rouantelezh anezhi.
Buan a-walc'h, en 1444, ez eas Agnès Sorel eus dimezell a enor gant Isabelle de Lorraine da gentañ itron amofisiel rouantelezh Bro-C'hall. En ofisiel e oa dimezell ti ar rouanez Marie d'Anjou.
Betek-hen ne veze ket brudet serc'hed rouaned Bro-C'hall : hi avat he devoa statud a serc'h ofisiel. Serc'hed all en deus bet Charlez VII, hogen hini ebet anezho n'he doe kement a bouez hag Agnès Sorel. Sachet e veze ar selloù warni, ha n'eo ket war ar rouanez, abalamour d'he doareoù-bevañ, d'he dilhad. Echu gant ar gouelioù : ganti e vo dispak he c'hrubuilh ha dizolo an divskoaz, ma voe kaoz eus "riboderezh " gant kronikourien an amzer. Melloù piramidennoù a save war he fenn. Lostoù hir, keit hag eizh metrad danvez, a veze ouzh he saeoù erienet gant foulinennoù prizius : martr pe zibelin. Er bloavezh 1444 he devoe, digant ar roue, kement ha talvoudegezh ugent mil c'hwec'h kant skoed a vravigoù, hag en o zouez ar c'hentañ diamant benet anavezet en istor.
Evit pourchas an dilhadoù kaer-se e teuas da vout ar gwellañ prenerez e stal Jacques Cœur, ur marc'hadour etrevroadel hag a oa deuet da vout arc'hanter meur ar roue, hag en devoa dastumet madoù ha teñzorioù deuet eus ar Reter en e balez e Bourges. Prenañ a rae danvezioù prizius e-leizh, hag evel-just ne chome ket maouezed all al lez da dermal, hastañ a raent ober kemend-all.
Agnès avat a oa ouzhpenn plac'h an dilhad. Plac'h an itrikoù e oa ivez. He mignoned a lakaas da zont d'al lez, d'o c'hinnig d'ar roue, klask a rae plijout da guzulerien ar Gurunenn a wele ganti un doare da blijout d'ar roue. Gant an troioù-se e teuas a-benn da vout mestrez Beauté-sur-Marne (ha diwar-se e voe lesanvet « Dame de Beauté »), Vernon, Issoudun, Roquesezière ha kastell Loches.
An daofin avat, a voe roue evel Loeiz XI, ne oa ket evit gouzañv an darempred etre Agnès hag e dad Charlez VII. Ne oa ket evit gouzañv gwelout mezhekaat e vamm. Un deiz ne badas ken ar paotr hag e tapas ur c'hleze da redek war-lerc'h Agnès dre salioù ar palez. Ha hi da vont da repuiñ e-barzh gwele ar roue. Aet e oa skuizh Charlez VII gant e vab, ma kasas anezhañ kuit eus e lez, da vont da c'houarn Daofinez pell.
Bloavezhioù hir a evurusted a vevas gant ar roue, ha beajoù e-leizh dre vro-C'hall ar mare (bihanoc'h eget hiriv).
Gortoz a rae Agnès, e Razilly e-tal Chinon, e Beaulieu e-tal Loches, e Dames e-kichen Mehun-sur-Yèvre, ken na zistroe ar brezelour pe chaseour. Deol e oa ha mont a rae da birc'hirinañ, arc'hant bras a roe d'an Iliz.
Teir merc'h he doe, a veze graet « bastardezed Bro-C'hall » anezhe, hag a voe anavezet gant ar roue, hag ur mab :
A-boan dezhi bezañ staliet gant Charlez e maner La Vigne, er Mesnil-sous-Jumièges, e-tal Rouen, ma krogas enni ur « flux de ventre », ha ma varvas a-benn un toullad eurvezhioù, goude erbedet hec'h ene da Zoue ha d'ar Werc'hez. Amzer he doe avat da lezel he madoù gant iliz Loches evit lavarout oferinier evit hec'h ene ha da abati Jumièges ma voe degaset he c'halon, gant tud e diegezh, ha gant ar roue a resevas he bravigoù.
Mervel a reas kentañ serc'h ofisiel ur roue gall da eizh vloaz warn-ugent e Mesnil-sous-Jumièges, d'an 9 a viz C'hwevrer 1450. Mervel a reas he bugel un toullad sizhunioù goude.
Ken trumm e oa bet he marv ma voe kredet e oa bet kontammet. Tamallet e voe Jacques Cœur, a oa mignon bras dezhi, ha muioc'h moarvat, hag a oa karget d'ober war-dro he zestamant. Met distyaolet e voe an tamalloù. Betek ar XXIañ kantved e soñjed en hec'h enebour touet, an Daofin Loeiz.
En 2004-2005 e voe digoret he c'horf ha studiet he bouzelloù, leun a ascaris, ha gwelet he devoa lonket arc'hant-bev evit kaout an dizober anezho. Evel-se eo e teuas da vervel buan. Koulskoude, kement a arc'hant-bev a lonkas ma kreder n'eo ket diwar fazi ar vedisined. C'hoant-kontammañ a c'hallfe bezañ bet eta. E-touez ar re gablus e c'hallfed lakaat e geniterv Antoinette de Maignelais, he devoa kemeret lec'h Agnès Sorel e gwele ar roue, tri miz goude, hag he medisin, Robert Poitevin, a resevas un darn eus an hêrezh.
Mantret ar roue, hag urzhiaén a reas daou vez marmor eus ar c'haerañ: an eil e Jumièges ( Seine-Maritime) ma emañ he c'halon, hag egile e kastell Loches ma emañ he c'horf.
Meleganez e oa Agnès Sorel, gwenn-sklaer he c'hroc'hen. Hervez tud hec'h amzer e oa kaeroc'h eget ar re gaerañ. dispak e veze he c'hrubuilh ganti. Anezhi e chom: