Alan Llwyd

Alan Llwyd (ganet en 1948), pe Alan Lloyd Roberts hervez e wir anv, zo ur barzh kembreat, skridvarnour hag embanner.

Ganet eo e Dolgellau, en un atant e Cilan, graet gantañ studioù e Bangor. Dalc'het en deus bet ur stal levrioù er Bala ha labouret e ti an embanner Christopher Davies hag ar Welsh Joint Education Committee.

E levr kentañ e oa Y March Hud e 1971, gant e anv.

Brudet eo ivez abalamour m'en deus gounezet kurunenn ha kador an Eisteddfod war un dro dre ziv wech: da gentañ e 1973 ha goude e 1976. Un tamm tabut a voe neuze rak n'eas ket ar gador gant ar barzh Dic Jones dre un abeg teknikel a werzaouiñ.

Ouzhpenn e varzhonegoù ez eus bet embannet lies studienn diwar-benn ar varzhoniezh kembraek ha skrid ar film Hedd Wyn (1992) diwar-benn ar barzh Hedd Wyn a voe lazhet er Brezel bed kentañ.

Embannet en deus ivez ul levr enklask, Cymru ddu , diwar-benn istor an dud du e Kembre.

  • Gwyfyn y Gaeaf (1975)
  • Rhwng Pen Llŷn a Phenllyn (1976)
  • Sonedau I Janice a Cherddi Eraill (1996)
  • Grefft O Greu (1997)
  • Ffarwelio â Chanrif (2000)
  • Clirio'r Atig a Cherddi Eraill (2005)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Stephens, Meic (Ed.) (1998), The new companion to the literature of Wales. Cardiff : University of Wales Press. ISBN 0-7083-1383-3.