|
Alberico da Barbiano a oa kont ha condottiero italian er XIVvet kantved. Ganet e oa e Barbiano di Cotignola, e Romagna, war-dro 1344, ha marvet e Città della Pieve, en Ombria, e 1409.
Mab e oa da Aldisio, un noblañs a orin frank a oa perc'henn da zouaroù e Conio ha Lugo.
Pa oa 30 vloaz e savas ar « Gompagnunezh Sant Jorj », a vode soudarded italian hepken, pa oa ar boaz bete neuze da welout armeadoù soudarded a bep bro dre Italia. Eus e gompagnunezh e teuas soudarded brudet all evel Braccio da Montone ha Muzio Attendolo Sforza, Ugolotto Biancardo, Jacopo dal Verme, Facino Cane, Ottobuono Terzi . Galvet e voe gant ar pab Urban VI ha gant Caterina Benincasa da zifenn Roma diouzh ar Vretoned a oa o kerzhout etrezek Roma da lakaat an eneppab Klemañs VII war gador sant Pêr.
D'an 30 a viz Ebrel 1379 e voe emgann Marino etre armeoù ar pab ha hini ar Vretoned ur pemp lev bennak en hanternoz da Roma . Pemp eurvezh e padas, ha trec'h e voe Alberico. Lid a voe graet dezhaén pa dostaas ouzh kêr, dont a reas ar pab diarc'hen d'e arbenn, ha reiñ dezhañ ur pezh banniel gwenn gant ur groaz ruz skrivet warnañ "LI-IT-AB-EXT" (Italia dieubet diouzh ar Varbared ). Anvet e voe da senedour stadoù ar pab.
Trec'het ar Vretoned, setu Alberico o vont trezek ar c'hreisteiz, war-du Naplez. Faezhañ a reas arme ar rouanez Giovanna I, a oa savet a-du gant Klemañs VII. Anvet e voe Alberico da gonestabl rouantelezh Naplez gant Carlo Durazzo, hêr ar gurunenn.
Diwezhatoc'h e vrezelas evit Gian Galeazzo Visconti, dug Milano. A-gevret gant e vreur Giovanni e tegouezhas e Firenze e 1397. E 1399, hag eñ 55 bloaz, e klevas e oa bet krouget e vreur e Bologna. Neuze e lakaas seziz war Faenza, kêrbenn ar re Manfredi, a oa kiriek da varv e vreur. Pa voe kemeret Faenza e werzhas anezhi d'ar c'hardinal Cossa, a zeuas da vout e washañ enebour. Evit en em zialiñ e viras ouzh tremen karradoù ed eus Toskana e-pad ar gernez e 1405, ma voe eskumunuget gant ar pab Inosant VII. En em dennañ a reas da Naplez. Neuze e klevas anv eus un tabut savet etre e zaou vab, Lodovico kont Zagonara, a oa en em savet ouzh e vreur, Manfredo kontLugo.
Siwazh dezhañ ne zistroas ket da Romagna, ha mervel a reas diwar droug al lounezhi e Città della Pieve d'ar 26 a viz Ebrel 1409 hag eñ 65 vloaz.