Alfonso II di Napoli, pe Alfonso II Naplez, ganet en 1448, marvet en 1495, a oa dug Calabria, ha roue Naplez war-lerc'h e dad.
Mab e oa da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha da Isabel de Chiaramonte. Dimezet e oa da Ippolita Maria Sforza, merc'h da Francesco Iañ Sforza, dug Milano.
Ar roue gall Charlez VIII, a oa pennhêr René Iañ Naplez, a c'houlennas rouantelezh Naplez a oa bet kemeret dre vrezel gant Alfonso V Aragon, tad-kozh Alfonso II, digant René Iañ.
Tri bugel o doe Alfonso hag Ippolita :
Mervel a eure Ippolita e 1484, da 38 vloaz.
Alfonso neuze a zimezas d'e serc'h Truzia Gazzela (Trogia Gazzella), a oa mamm da zaou vugel all.
Dilezel a reas e garg a roue e 1495, hag e vab Ferdinant an hini a gemeras ar gurunenn. Kuitaat a reas kêr Naplez da vont da chom da Sikilia ha mervel a reas prestik goude e miz Du 1495.