Alkibiades (e henc’hresianeg: Ἀλκιβιάδης Alkibiádēs), mab Kleinias, eus demos Skambonidai en Aten, zo bet ur politikour Atenat, ur prezegennour hag ur jeneral (war-dro 450 kent J.-K.–404 kent J.-K.). An ezel brudet diwezhañ zo anezhañ e tiegezh brientinien e vamm, an Alcmaeonidae. Kemer ar reas ur perzh a-bouez en eil hanterenn Brezel ar Peloponnesos evel kuzulier strategek, penn arme, ha politikour.
E-kerzh Brezel ar Peloponnesos, Alkibiades a chañchas tu meur a wezh. En Aten, e deroù ar bloavezhioù 410 kent J.-K., e oa a-du gant ur politikerezh estren taer, hag e oa unan eus ar re a oa lakaet e penn Ergerzhadeg Sikilia, met tec’hout a reas da Sparta goude bezañ tamallet da vezañ graet traoù disakr gant e enebourien. E Sparta, e voe kuzulier strategel. Kinnig pe evezhiañ a reas un nebeud ergerzhadennoù brezel a-enep Aten. E Sparta ivez, koulskoude, Alkibiades a c’hounezas enebourien c’halloudus ha ret e voe dezhañ tec’hout d’an Impalaeriezh pers. Eno ivez e kuzulias ar satrapTisafernes betek ma oa galvet en-dro en Aten a-drugarez d’e gevredidi politikel. Dont a reas neuze da vezañ strategour en Aten e-pad un nebeud bloavezhioù, met dont a reas e enebourien a-benn da gas anezhañ en harlu un eil gwezh en diwezh.
Ergerzhadeg Sikilia a oa bet savet war intrudu Alkibiades, ha lod eus an istorourien a vremañ o deus lavaret he dije graet berzh ma vije bet renet gant Alkibiades ha neket gant Nikias, marteze[1]. Pa oa e Sparta en doe Alkibiades ur roll a-bouez e kolloù Aten. Kemeridigezh Decelea hag emsavadeg meur a geoded sujet da Aten a c’hoarvezas da-heul e alioù pe gant e skoazell. Ur wezh distroet d'e geoded c'henidik, avat, en doe ur roll a-bouez en un heuliad trec’hoù eus Aten a lakaas Sparta da c’houlenn ar peoc’h digant e enebourez. Ren a rae ar brezel en un doare fin. Gounit a reas keodedoù alies dre drubardiezh pe oc’h atropañ kentoc’h evit da-heul sezizoù[2]. Donezonoù Alkibiades war dachenn ar brezel hag ar politikerezh a voe talvoudus alies d’an neb a servije, met e bleg da ober enebourien c’halloudus a viras outañ a chom re bell er memes lec’h ; hag, e diwezh ar brezel en doa atizet, e deroù ar bloavezhioù 410, e oa tremenet mare e levezon bolitikel.
Klask a reas Alkibiades sikour e genvroiz kent emgann Aegospotamos[3]. En em rentañ a reas kont e oa eoret morlu Aten en ul lec’h dañjerus hag aliañ a reas ar strategourien da vont da Sestus e lec’h ma c’hallfent tennañ o mad eus ar porzh hag eus ar geoded[4]. Diodoros, avat, ne ra ket anv eus an ali-se, ha lavaret a ra kentoc’h e kinnigas Alkibiades sikour digant an Traked d’ar jeneraled gant ma vefe rannet renerezh an arme gantañ. Ar jeneraled, "o soñjal ez afe ar garez gante ma vijent trec’het ha ma vijen trec’h e vefe lakaet gant an holl war gont Alkibiades", a c’houlennas gantañ mont kuit ha chom hep tostaat d’ar c’hamp en-dro[5],[6]. Un nebeud devezhioù war-lerc’h e oa distrujet morlu Aten penn-da-benn gant ar jeneral Lysandros.
Goude emgann Aegospotamos, Alkibiades a dreuzas an Hellespontos hag a glaskas repu e Phrygia, gant an dezv da c’hounit skoazell Artakserses a-enep Sparta. Met Spartaiz a atizas ar satrap da lazhañ Alkibiades. Hervez Ploutarc’hos e kasas Lysandros ur c’hannad da Farnabazus a gasas neuze e vreur betek Phrygia e lec’h ma oa Alkibiades o vevañ gant e vestrez, Timandra. E -404, evel ma oa war-nes mont da lez an impalaer, e oa gronnet e di ha c'hwezañ a rejod tan ennañ. O welet ne c’halle ket tec’hout e frammas war e vuntrerien, ur gleze gantañ en e zorn, ha lazhet e voe gant biroù[7] . Hervez Aristoteles, e varvas Alkibiades en Elaphus, ur menez eus Phrygia.[8].
{{cite encyclopedia, Alcibiades|encyclopedia=Encyclopaedia of Ancient Greece|date=2002, Routledge (UK), ISBN 0-415-97334-1
{{cite encyclopedia, Alcibiades|encyclopedia=Encyclopaedic Dictionary The Helios |date=1952 In Greek.
Andrewes A., The Cambridge Ancient History edited by David M. Lewis, John Boardman, J. K. Davies, M. Ostwald (Volume V), 1992, Cambridge University Press, ISBN 0-521-23347-X, The Spartan Resurgence
Buck R.J., Thrasybulus and the Athenian Democracy: the Life of an Athenian Statesman| publisher=Stuttgart: Franz Steiner Verlag, 1998, ISBN 3-515-07221-7
Buckley Terry, Aspects of Greek History 750–323 BC| publisher=Routledge (UK), 1996, ISBN 0-415-09957-9
Warner Rex, Cartwright David, A Historical Commentary on Thucydides: A Companion to Rex Warner's Penguin Translation, University of Michigan Press, 1997, ISBN 0-472-08419-4
George, Cawkwell, Thucydides and the Peloponnesian War, Routledge (UK), 1997, ISBN 0-415-16552-0
Elena Corrigan, Plato's Dialectic at Play, Penn State Press, 2004, ISBN 0-271-02462-3, Alcibiades and the Conclusion of the Symposium
Cox C.A., Houshold Interests, 1997, Princeton University Press, ISBN 0-691-01572-4, What Was an Oikos?
Denyer Nicolas, Alcibiades (commentary), Cambridge University Press, 2001, ISBN 0-521-63414-8
Due Bodil, « The Return of Alcibiades in Xenophon's Hellenica », "Classica et Mediaevalia — Revue Danoise de Philologie et D'Histoire", levrenn XLII, p. 39–54, 1991 [1], Museum Tusculanum Press, ISBN 0-521-38867-8
A. W., Gomme, An Historical Commentary on Thucydides (I–V), Oxford University Press, 1945–81, A. Andrewes and K. J. Dover, ISBN 0-19-814198-X
Gribble David, Alcibiades and Athens: A Study in Literary Presentation, 1999, Oxford University Press, ISBN 0-19-815267-1
Habinek Thomas N., Ancient Rhetoric and Oratory, 2004, Blackwell Publishing, ISBN 0-631-23515-9
Hatzfeld Jean, Alcibiade (e galleg), 1951, Presses Universitaires de France
Kagan Donald, The Fall of the Athenian Empire, 1991, Cornell University Press, ISBN 0-8014-9984-4
Kagan Donald, The Peloponnesian War, 2003, Viking Penguin (Penguin Group), ISBN 0-670-03211-5
Kern Paul Bentley, Ancient Siege Warfare, 1999, Indiana University Press, ISBN 0-253-33546-9, Treatment of Captured Cities
Lee Too Yun, The Rhetoric of Identity in Isocrates, 1995, Cambridge University Press, ISBN 0-521-47406-X, The Politics of Discipleship
Robert J., Littman, 1968, The Strategy of the Battle of Cyzicus, Transactions and Proceedings of the American Philological Association, levrenn 99, p. 265–72 [2]
McCann David Strauss Barry, War and Democracy: A Comparative Study of the Korean War and the Peloponnesian War, 2001, M.E. Sharpe, ISBN 0-7656-0695-X
Malcolom F McGregor, 1965, The Genius of Alkibiades, Phoenix, levrenn 19, p. 27–50 [3]
Paparrigopoulos, Konstantinos (-Pavlos Karolidis) (1925), History of the Hellenic Nation (Volume Ab). Eleftheroudakis (in Greek).
Peck Harry Thurston, Harper's Dictionary Of Classical Literature And Antiquities, 1898
Bernadotte, Perrin, 1906, The Death of Alcibiades, Transactions and Proceedings of the American Philological Association, levrenn 37, p. 25–37 [4]
Koliopoulos Constantinos, Platias Athanasios G., Thucydides on Strategy, Eurasia Publications, 2006, ISBN 960-8187-16-8
Sharon, Press, 1991, Was Alcibiades a Good General?, Brown Classical Journal, levrenn 7 [5]
Simon, Price, Religions of the Ancient Greeks, Cambridge University Press, 1999, ISBN 0-521-38867-8, Religious Places
P.J., Rhodes, A History of the Classical Greek World, Blackwell Publishing, 2005, ISBN 0-631-22564-1
A History of the Greek City States, 700–338 BC, Sealey Raphael, University of California Press, 1976, ISBN 0-520-03177-6, The Peloponnesian War
Plato's Socrates as Educator, Scott Gary Alan, SUNY Press, 2000, ISBN 0-7914-4723-5, Socrates and Teaching
Smith Willian, A New Classical Dictionary of Greek and Roman Biography, Mythology and Geography, 1851, Harper & brothers
Strauss Leo, The City and Man, 1978, University of Chicago Press, ISBN 0-226-77701-4
Sykoutris Ioannis, Symposium (Introduction and Comments), Estia, 1934 In Greek.
Vlachos, Angelos (1974). Thucydides' Bias. Estia (in Greek).
Wolpert Andrew, Remembering Defeat: Civil War and Civic Memory in Ancient Athens, 2002, Johns Hopkins University Press, ISBN 0-8018-6790-8