Amenhotep III (Lennet a-wechoù Amenofis III), hag a dalvez Amon zo plijet en henegipteg, a oa an navet faraon eus an XVIIIvet tierniezh . Hervez meur a skrivagner e renas Henegipt eus miz Even 1391 kent J.-K., miz Kerzu 1353 pe miz Even 1388 kent J.-K. betek miz Kerzu 1351 pe 1350 kent J.-K[1] goude marv e dad, Thoutmose IV. Amenhotep III a oa mab Thoutmose IV ha Mutemwia, ur wreg a eil renk eus tad Amenhotep[2].
Amenhotep III eo ar faraon en deus ar muiañ a zelwennoù zo chomet betek ennomp, gant ouzhpenn 250 zo bet dizoloet hag anavezet.
Unan eus perzhioù ispisial ren Amenhotep III eo an heuliad eus ouzhpenn 200 delwenn koun scarabs bras e maen dizoloet en un tolead bras hag a ya eus Siria (Ras Shamra) betek Soleb e Nubia[3]. Displegañ a ra an testennoù kizellet war o gorre kurioù ar faraon. Da skouer, 123 anezhe a ra anv eus an niver bras a leoned (102 pe 110 hervez an doare da lenn) lazhet gant Amenhotep III "gant e saezhoù dezhañ e-unan" abaoe e gentañ bloavezh ren betek e zekvet hini[4]. Pemp delwenn all a zisklêr e erruas ar briñsez estren a zeuas da vezañ e wreg, Gilukhepa, en Egipt gant ur c'hoskoriad 317 maouez. An hini gentañ eus kalz priñsezed all e oa a zimezfe gant ar faraon[5].
Unnnek c'hwil kaoc'h arall a zanevell kleuzadenn ul lenn nevez savet evit e wreg, ar rouanez Tiye, en e unnekvet bloavezh ren.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |