Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv ganedigezh | 黃柳霜 |
Anv-bihan | Anna, May |
Anv-familh | Wong |
Deiziad ganedigezh | 3 Gen 1905, 3 Gen 1904 |
Lec'h ganedigezh | Los Angeles |
Deiziad ar marv | 3 C'hwe 1961, 2 C'hwe 1961 |
Lec'h ar marv | Santa Monica |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Angelus-Rosedale Cemetery |
Tad | Wong Sam Sing |
Mamm | Gon Toy Lee |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | aktour sinema, aktour c'hoariva, aktour skinwel, kaner, skrivagner |
Bet war ar studi e | Los Angeles High School |
Deroù ar prantad labour | 1919 |
Relijion | Christian Science |
Filmadurezh | Anna May Wong filmography |
Prizioù resevet | star on Hollywood Walk of Fame |
Anna May Wong zo un aktourez stadunanat a orin sinaat, ganet Wong Liu-tsong ( 黃柳霜 e sinaeg; Huáng Liǔshuāng e pinyin), d'an 3 a viz C'hwevrer 1905 e Los Angeles (California), marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 1961 e Santa Monica (California).
He zud-kozh a oa deuet eus Sina, ha merc'h e oa da Wong Sam-sing ha Lee Gon-toy, tud vunut eus Los Ángeles. Anna May Wong a veze graet anezhi gant he zud abaoe bihan, goude ma oa Liu Tsong hec'h anv, abalamour da aesaat an traoù dezhi er vro. En desped d'he zud e troas Anna May en ur filmgarourez, ma tivizas kemer perzh ha c'hoari er filmoù a veze graet nepell diouzh he zi.
E 1922, da 17 vloaz, e krogas da vat gant ar film The Toll of the Sea (1922), goude e reas The Thief of Bagdad en 1924 gant Douglas Fairbanks. e dibenn ar bloavezhioù 1920 e oa ken dipitet gant al labour kinniget dezhi en Hollywood ma'z eas da Europa.
E 1932 e c'hoarias gant Marlene Dietrich er film Shanghai Express ha kaoz a voe eus un darempred a garantez etrezo o-div.