Annibale Carracci (3 a viz Du 1560 - 15 a viz Gouhere 1609) zo ul livour italian, eus Bologna, e dibenn ar XVIvet kantved.
E 1585 e reas ar Battesimo di Cristo (Badeziant Jezuz), evit iliz San Gregorio e Bologna, ma tiskouez bout levezonet gant oberennoù Correggio, evel en e ziv daolenn anvet Compianti sul Cristo Morto, unan e Parma hag eben distrujet, hag en Assunzione e 1587, hiziv e Dresden (Alamagn).