Ar Fouilh

ar Fouilh
Maner ar Wervaen.
Maner ar Wervaen.
Anv gallek (ofisiel) Le Fœil
Bro istorel Bro Sant-Brieg (Goueloù)
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Kintin (betek 2015)
Pleuloc'h (abaoe 2015)
Kod kumun 22059
Kod post 22800
Maer
Amzer gefridi
Pascal Prido[1]
2014-2026
Etrekumuniezh Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Sant-Brieg
Lec'hienn Web http://www.lefoeil.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 403 ann. (2020)[2]
Stankter 68 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 25′ 46″ Norzh
2° 54′ 50″ Kornôg
/ 48.4294444444, -2.91388888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 250 m
bihanañ 129 m — brasañ 256 m
Gorread 20,54 km²
Lec'hiañ ar gêr
ar Fouilh


Ar Fouilh a zo ur gumun eus Bro Sant-Brieg, hag e Bro-Oueloù, e kanton Pleuloc'h, e departamant Aodoù-an-Arvor, e hanternoz Breizh.

  • Régis de Saint-Jouan ː treff paroeschial du Feill, 1499; ; Feil, 560; Fail, 1801; Lefoeil, 1802.
  • Erwan Vallerie ː En Follet, 1160; An Folled, 1170; de Folleia, 1255; La Foillee, 1306; La Folloe, 1306; La Fouilliee, 1316; La Foillye, 1366; La Foillee, 1371; Foulleia, 1371; La Fueillee, 1380; La Fouillee, 1384; La Feillee, La Fouillee, 1433; Feillee, 1536

N'ez eus ket evit ar poent.

  • Mervel a reas pemp den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ville-Pirault (galian ha roman)
  • la Brosse-Joly (galian ha roman)
  • Kastell Crenan; aspadennoù ar c'hastell kozh, bet devet er bloaz 1927, a zo bet enrollet d'ar Iñ a viz Kerzu 1969. Chapel Santez Suzanna , 1785.
  • Kastell La Noë-Sèche, XVvet kantvad; an antre a zo bet enrollet d'ar 17 a viz Mezheven 1936.
  • Kastell Robien, c.1745 / c. 1789, gant ar chapel, marchosioù, hag ar park, a zo bet enrollet ar 5 Gwengolo 1946. Ar c'hastell a zo en stad fall.
  • Maner ar Wervaen (e galleg du Guermain) XVIvet; talbennoù ha toennoù bet enrollet d'an 11 a viz Mezheven 1964.
  • Chapel sant Laorañs a Sant Moris (fin XVIIIvet)
  • Chapel santez Radegonda du Mauguerrand (XVIIvet)
  • Maner La Pommeraie (XVIvet)
  • Maner La Rochefoucauld (XVIIvet)
  • Maner La Ville-Berthelot (XVIIIvet)
  • Maner ar Volozen (1749)
  • Manet ar Sal (XVIvet)
  • Maner Pouëmen (XVIvet)
  • Maner la Ville-Pirault (Porrastell eus XVIvet)
  • Iliz Itron Varia (04 Here 1896 / 11 Kerzu 1898)
  • Monumant ar re varv dirak an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost [5].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudenn[6].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Demografiezh
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2012
857 884 888 1084 1085 1124 1321 1509
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pascal Prido, maer, labourer-douar
Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Cill an Mhuilinn 2000
  • Pierre de Perrien ː markiz Krenan; marichal-kamp (1649); hanafer-veur Bro-C'hall (1670).
  • Sébastien de Robien ː beskont Pleneventer, bet ganet e Robien (d'ar c'houlz-se trev Sant-Thurian Kintin) ar 26 Mezheven 1633; kuzulier ouzh Breujoù Breizh eus 1655 da 1684. Aet da Anaon e Robien ar 5 Mae 1691.
  • Pierre de Perien (II) ː mab d'an hini a-us; markiz Krenan, bet ganet war dro 1650; Koronal rejimant ar Rouanez (1676), brigadier troadiegiezh (1683); marichal kamp (1688); letanant jeneral (1693); gouarnour Condé (sur-l'Escaut, Nord). Bet gloazet e-kerzh emgann Crmona (Lombardia, Italia) ar Iñ C'hwevrer 1702, hag aet da Anaon abalamour d'e c'hloazadennoù an 9 C'hwevrer.
  • Paul de Robien ː mab da Sebastien; beskont Pleneventer; bet ganet an 3 Genver1660; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1684, ha kadoriad gant tog eus 1704 da 1744; aet da Anaon e Sant-Albin Roazhon an 23 Mezheven 1744.
  • Christophe-Paul ː markiz Robien, beskont Pleneventer; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1720 ha kadoriad gant togeus 1724 da 1756. Dedennet war arkeologiezh ha natur, eñ eus savet ur gambr-studi war traoù ha tresadennoù o tennañ war Breizh a-bezh. Aet eo da Anaon e Sant-Albin Roazhon ar 5 Mezheven 1576. E-kerzh dispac'h gall e oa lemet e dastumad ha roet da Gêr Roazhon. Degouezhet eo Mirdi Arkeologiezh ha Tudouriezh, er bloaz 1855, staliet e Palez ar Skol-Veur Roazhon.
  • Paul-Christophe-Céleste ː markiz Robien, mab an arkeologour, bet ganet e Sant-Albin-Roazhon ar 5 Gwengolo 1731; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1749; kadoriad gant tog eus 1750 da 1785; divroet e-kerzh an Dispac'h Gall e varvas e Hambourg an 23 Ebrel 1799.
  • Louis-Antoine-Rischild, baron Grivel; bet ganet e Brest an 20 Genver 1827; eil amiral; en devoa dimezet an 3 Eost 1858 Louise-Henriette Rouxel de Villefréron, herez kastell Krenan. Aet eo da Anaon e Dakar, Senegal, e-kerzh miz Meurzh 1883, ha sebeliet er Fouilh.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ausprac,

Aotrounez la Villepirault

En glazur e deir greskenn en aour
de Bellingant

Aotrounez Krenan

En argant e deir fempdiliaouenn en gul
de Perrien,

Aotrounez Krenan

En argant e femp gwerzhidenn en gul, sourinet
de Robien,

Aotrounez al lec'h

En glazur e zek kanochenn en argant

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]