Émile Jean Armel-Beaufils lesanvet Armel Beaufils pe Armel-Beaufils, bet ganet d'ar 26 a viz Du 1882 e Roazhon hag aet d'an Anaon d'ar 21 a viz C'hwevrer 1952 e Sant-Briag, a oa ur c'hizeller breizhat.
Ober a reas e studi e Skol rannvroel an arzoù-kaer Roazhon. Kizellet en deus meur a vonumant koun evit kumunioù Breizh.
Nav straed da nebeutañ a zo bet anvet war e lerc'h e Breizh.