Arz bihanañ

Arz bihanañ a zo un dro-lavar implijet a-benn envel ul luskad arzoù a-vremañ bet diorrenet er bloavezhioù 1960 er Stadoù-Unanet. An dro-lavar “arz bihanañ” a zo bet implijet evit ar wech kentañ gant ar prederour breizhveuriat Richard Wollheim e dibenn 1965 er gelaouenn Arts Magazine, diwar-benn un diskouezadeg bet aozet er Green Gallery (New York). El luskad-se e kaver arzourien evel Donald Judd, Carl Andre, Robert Morris ha Sol LeWitt (an daou-se a bellaas eus ar strollad goude ur pennad). Ul luskad a-bouez eo e istor an arzoù en XXvet kantved, hag al luskad arzoù pouezusañ eo bet er Stadoù-Unanet e dibenn ar bloavezhioù 1960. Ul levezon e vo ivez evit arzourien luskad an arz menozel.

Site, Specific Installation gant Dan Flavin, 1996

Alies e vez gwelet an arz bihanañ evel un doare da stourm a-enep da zaou luskad all : an eztaoladurezh difetis hag ar pop art. A-fet levezon e c’haller menegiñ ar savour alaman Ludwig Mies van der Rohe, taolennoù Kasimir Malevitch, re Ad Reinhardt ha re Frank Stella. Hervez ar arzourien vihanañ n’eus tra ebet da “santout”, nemet ar pezh a weler. Diginkl an oberennoù zo un dra a-bouez, met n’eo ket ar pal avat. Lod brasañ an arzourien a nac’has just a-walc’h an dro-lavar “arz bihanañ” : skeudenn an oberenn a zo bihanañ, ket an arz e-unan. Labour ha preder an arzourien a zo diazezet war an doare ma vez merzet an traoù, ha penaos e vezont en un tachad : endro an oberennoù a zo stag ouzh an oberennoù. Arzourien zo evel Robert Morris pe Carl Andre a savo oberennoù a laka an tachad da vezañ fetis, re all evel Dan Flavin a ro danvez d’an tachad en ur sklerijennañ anezhañ. Teuzet e vez an oberennoù gant o endro, hag an oberennoù a ziskouez d’an arvester ez eo hollek e zoare da welout an traoù.

Taolennoù bihanañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An taolennoù bihanañ a zo eeun-tre : daou pe dri liv, ha stummoù diazez : kelc’hioù, karrezioù, eeunennoù. A-bouez bras eo eeunded an oberennoù, dre ma n’eo ket subjektivel tamm ebet an doare da skeudenniñ. N’eus nemet al livioù hag ar stummoù a gont.

Kizellañ bihanañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kizelladur (titl ebet) gant Donald Judd

Gwelout :

Sonerezh bihanañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout :

Arz bihanañ ha design

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout :


Luskadoù damheñvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]