Asia, hervez an anv latin, a oa anv ur broviñs eus an impalaeriezh roman en Azia Vihanañ. Enni e oa lakaet ar proviñsoù kozh Mysia, Troad, Aeolis, Lydia, Ionia, Caria, hag an tremen dre Pisidia da Pamphylia. Un darn eus Frigia hag a oa bet roet da Mithridates V Euergetes a voe lakaet er broviñs e 116 kent JK. Lycaonia a voe lakaet ouzhpenn e 100 kent JK, hag an dachenn en dro da Cibyra a deuas e-barzh e 82 kent JK.
En hanternoz dezhi edo Bithynia, er c'hreisteiz edo Lycia, hag er reter Galatia .