Stad | Frañs |
---|---|
War ribl | Hirwazh |
Daveennoù douaroniel | 48°2′25″N 4°44′28″W |
Statud gladel | Grand site de France |
Beg ar Raz zo ur c'hab roc'hellek er c'hornôg da gumun Plougoñ er C'hab (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed).
Sevel a ra ar reier greunvaenek betek 72 metrad uhelder a-us ar mor.
Brudet eo ar beg-douar-se dre ar bed en abeg d'e stumm, heñvel ouzh penn a-raok ul lestr, an dolzenn anezhañ o strishaat en ur stumm tric'hornek. Dont a ra gweladennerien e-leizh betek eno, ken ez eo bet ret aozañ ar monedone evit gwareziñ ar gwiskad brug a gresk war al lanneg etre ar reier.
Aze e c'heller arvestiñ delwenn varbr Carrara Itron-Varia Beg ar Raz, krouet gant ar c'hizellour gall Cyprien Godebski (1835-1909), a oa bet dioueliet d'an 3 a viz Gouere 1904.
Dont a ra an anv raz (sellout ivez ouzh ar saozneg race) eus ur ger normanek tremenet e brezhoneg hag a ra dave d'ar froudoù kreñv a red etre ar c'hab hag Enez-Sun, 8 kilometr pelloc'h er C'hornôg.