Berengar Iañ Italia, pe Berengar Italia hepmui (met Berengar Italia a vez lavaret eus Berengar II Italia ivez) pe Berengar Frioul († 924), a oa roue al Lombarded en Xvet kantved. Mab e oa d'ur priñs frank, Eberhard († 866), markiz Frioul, ha hennezh a oa mab da Unroch, kont Ternois, ha da Gisela († 874), merc'h an impalaer Loeiz an Deol.
Dilennet e voe da roue al Lombarded e Pavia e 888, met er bloaz war-lerc'h e voe faezhet gant e gevezer Guido III Spoleto (Wido) († 894), ha hennezh a voe dilennet da roue e miz C'hwevrer 889.
Klask a reas Berengar adkemer ar galloud kollet, ha meur a wech e teuas a-benn. E 898, e voe roue Italia en-dro, pa varvas Lambert Spoleto, mab e enebour Wido ha kenroue gantañ.
Dilennet e oa bet Loeiz III Provañs da roue Italia d'an 12 a viz Here 902 e Pavia. Trec'het e voe gant Berengar. D'an 21 a viz Gouhere 905 e voe trec'het adarre gantañ e Verona, ha prizoniet. Berengar a lakaas dallañ Loeiz hag a gemeras ar gurunenn en-dro.
Da Sul Fask, d'ar 24 a viz Meurzh 916 e Roma, e voe kurunennet impalaer ar Romaned gant ar pab Yann X[1].
Drouklazhet e voe Berengar e Verona d'ar 7 a viz Ebrel 924. Ne vo ket roet an titl en-dro a-raok kurunidigezh Otton Iañ e 962.
E verc'h Gisela Frioul a zimezas da Adalbert, markiz Ivrea. Ur mab o doe, Berengar Ivrea († 966), a voe roue al Lombarded ivez en 950
En e raok: Karl III Lambert Spoleto Loeiz III an Dall |
Rouaned Italia 888 – 889 898 – 900 902 – 922 |
War e lerc'h: Guido III Spoleto Loeiz III an Dall Rodolf II Bourgogn |