Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Bernard, Bernhard ![]() |
Anv-bihan | Bernard ![]() |
Titl noblañs | Roll rouaned Italia ![]() |
Deiziad ganedigezh | 797 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Hauts-de-France ![]() |
Deiziad ar marv | 17 Ebr 818 ![]() |
Lec'h ar marv | Milano ![]() |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Sant'Ambrogio ![]() |
Tad | Pepin Italia ![]() |
Mamm | Ruodhaid ![]() |
Breur pe c'hoar | Adelaide, Atala, Gundrada, Bertha, Tetrada ![]() |
Pried | Cunigunde ![]() |
Bugel | Pepin, Count of Vermandois ![]() |
Familh | Karolingidi ![]() |
Micher | monark ![]() |
Karg | Roue ar Franked ![]() |
![]() |
|
Bernez Italia, ganet war-dro 797, ha marvet d'ar 17 a viz Ebrel 818, a voe roue al Lombarded war-lerc'h e dad, eus 813 betek 817. Mab e oa da b-Pepin Italia ha d'e serc'h Chrothais, ha mab-bihan d'an Impalaer Karl Veur.
Adalek ma varvas e dad Pepin e oa dezhañ da vout roue al Lombarded met ne fellas ket d'an tad kozh Karl Veur e gas di a-raok e bemzek vloaz, en 812. Anvet e voe da roue e miz Ebrel 813. Ren a reas dindan evezh ur mab-bihan da g-Karl Martel, Adalhard, a oa kenderv d'e dad. Da varv Karl Veur e reas e le d'an impalaer nevez, e eontr Loeiz an Deol.
En Gouhere 817 e fellas d'an impalaer, levezonet gant kerent an impalaerez Irmingard Hespengau, tennañ digant Bernez gouarnamant Italia, hag an titl a roue ouzhpenn, evit o reiñ d'ur mab dezhi. Bernard koulskoude ne fiñvas ket da gentañ. Met en em sevel a reas an Italianed. Broudet gant e gostezenn en em savas ivez, en desped dezhañ, e 817. Berzh ne reas ket, kodianañ a rankas e Chalon-sur-Saône ha goulenn pardon digant an impalaer. Kaset e voe da Aachen, ma voe kondaonet d'ar marv.
War-dro 813 e oa dimezet da Cunigunda Laon (797-818 pe 835).
Daou vugel o deus bet