Deiziad krouiñ | 1987 ![]() |
---|---|
Titl | Big Comic Superior ![]() |
Ti-embann | Shōgakukan ![]() |
Bro orin | Japan ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg ![]() |
Deiziad kregiñ | 1 Gou 1987 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://bigcomicbros.net/magazine/bigsuperior/ ![]() |
Arvesterien pal | Seinen ![]() |
Big Comic Superior (japaneg : ビッグコミックスペリオール) a zo ur magazin manga seinen a vez embannet div wech ar miz (eil Gwener ha pevare hini) e Japan gant Shōgakukan. Krouet eo bet d'ar 1añ a viz Even 1987. Savet eo bet evit lennerien etre re Big Comic Original ha re Big Comic Spirits.
Er penn-kentañ e oa Superior un nivernen ispisial eus Big Comic Original, met gwerzhet e veze ken mat hag tri magazin all (Big Comic, Big Comic Original ha Big Comic Spirits), neuze e voe divizet lakaat embann anezhañ distag bep eil sizhun.War-dro 250 000 skouerenn eus pep niverenn a vez skignet[1].
E Big Comic Superior ez eus bet embannet oberennoù meur a vangaka brudet evel Ryoichi Ikegami, Mochiru Hoshisato, Yū Koyama, Yūji Aoki, Fumi Saimon, Norifusa Mita, George Akiyama ha Buronson.
|