Anv er yezh a orin | Bioko |
---|---|
Stad | Ginea ar C'heheder |
E tiriad | Bioko-Norte, Bioko-Sur |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
War ribl | Pleg-mor Ginea |
Daveennoù douaroniel | 3°30′0″N 8°42′0″E |
Poent uhelañ | Pico Basilé |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Bioko |
Bioko (gwechall Enez Fernão do Pó) zo un enezenn eus Ginea ar C'heheder, e Pleg-mor Ginea. Enni emañ Malabo, kêr-benn ar vro.
2 017 km² eo he gorread ha 130 000 den zo o chom enni (2005), war-dro 60% anezhe eus ar bobl Bubi. Asambles gant enez Annobón ec'h a d'ober unan eus div rannvro Ginea ar C'heheder. Rannet eo e daou broviñs : Bioko-Norte ha Bioko-Sur.
Fernão do Pó a voe an european kentañ o weladenniñ an enezenn e 1472 pa anvas anezhi Formosa Flora pe ilha Formosa. E 1494 e voe advadezet Fernando Pó. Er XVIIvet kantved e voe savet enni lec'hiennoù evit ar c'henwerzh sklaved gant Izelvroiz ha Portugaliz. E 1778 e voe roet Bioko, asambles gant Annobón hag an tiriad war ar c'hevandir, gant Portugal da Vro-Spagn.