| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Eritre
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida erythraeensis (G. B. Sowerby I, 1837) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida erythraeensis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev er mor ruz, Aden hag e Zanzibar e reter Afrika, e tachennoù priek dindan reier, dindan nebeut metroù donder an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby, e 1837 dindan an anv genad Cypraea[2],[3]. . Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida erythraeensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav ha divoutin eo an Bistolida erythraeensis. Kavet e vezont e tachennoù priek dindan reier, dindan nebeut metroù donder an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 22 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz, betek 29 mm.
Bistolida stolida, Bistolida owenii daou spesad all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo etre ar Mor Ruz, Aden ha Zanzibar e reter Afrika e Meurvor Indez.