| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida owenii (J.E.Gray in G. B. Sowerby I, 1832) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida owenii a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h eo hag a vev e mervent Meurvor Indez, e reter Afrika, er c'horal, etre an aod vev ha tro-dro 100 m donder.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray, e levr G. B. Sowerby I e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Roet eo bet an anv owenii en enor da Hugh Owen, dastumer a vro Saoz.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida owenii bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Daou isspesad a zo bet diskrivet :
Daou isspesad all a zo bet renket e spesadoù nevez :
Kregin brav ha ral a-walc'h eo an Bistolida owenii. Kavet e vezont e mervent ar meurvor Indez, e reter Afrika, er c'houral, etre an aod vev ha tro-dro 100 m donder an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 16 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm pe ramz, betek 20 mm.
Bistolida ursellus, Bistolida hirundo, Bistolida kieneri tri spesad all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e mervent ar Meurvor Indez, e reter Afrika.